Heñvelrevelezh

Eus Wikipedia
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Heñvelrevelezh

An heñvelrevelezh, pe heñvelreviadezh, a zo durc'hadur revel an dud o deus un hoal revel pe karantezel ouzh tud o deus an hevelep rev pe jener.[1][2] Un doare unrevelezh an hini eo neuze.

Unan eus an tri rummad durc'hadur revel a ya d'ober revelezh denel eo, asambles gant an arallrevelezh hag an divrevelezh.

Termenoù ha termenadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet an nevezc'her homosexuell en alamaneg diwar ar gwrizioù gregach ομο- (homo-): "heñvel" ha latin: sex(us)-: "reizh" gant ar skrivagner aostriat Karl-Maria Kertbeny hag implijet eo bet evit ar wech kentañ en un destenn embannet gantañ, hogen dizanv, e 1869. Diwar an termen alamanek orin-se e oa bet savet e brezhoneg an droidigezh-amprest heñvelreizhouriezh (pe heñvelreizherezh). Amañ avat e vez graet kentoc'h gant an termen nevez-krouet heñvelrevelezh evit diskwel en un doare splann e ra dave d'un durc'hadur revel kentoc'h evit d'un identelezh reizhel pe jener.

Termenoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Termenoù all zo c'hoazh hag a c'heller implij, pe arverañ, evit kaozeal eus tud heñvelrevel en un doare pozitivel, pe yael, pe neptuek d'an nebeutañ :

  • Gae: diwar ar saozneg gay ("laouen, bliv"), implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel, peurliesañ paotred;

Istor an heñvelrevelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veze renket an termen heñvelreizhour e-touez ar c'hleñvedoù-spered hag a ranked bezañ pareet, met tennet e oa bet kuit gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS) diouzh Kod Etrebroadel ar C'hleñvedoù d'an 17 a viz Mae 1990[3].

Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.

E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skouer abalamour d'e/he revelezh. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar charia e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.

Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud arallrevel en darn vrasañ eus broioù ar bed.

Savboent ar relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit meur a relijion eo bet lakaet da bec'hed an heñvelrevelezh ha tud all a gred ez eo ar stad-den revel ur seurt tuadur reizhel "dibabet" gant hini pe hini ha neuze e c'hellfent chom hep kaout seurt darempredoù "enep-natur" mar fellfe dezhe.

Hervez an iliz katolik, a laka an heñvelrevelezh da bec’hed c’hoazh, e c’hell ur c’houplad heñvelrev bezañ benniget, met rankout a ra bezañ graet er-maez eus kement lid, ha dreist-holl ne rank ket bezañ heñvel ouzh un dimez[4].

Orin an heñvelrevelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket sklaer e gwirionez an abegoù a laka an dud da vezañ heñvelrevel, arallrevel, divrevel hag all.

Evit ar skiantourion/ezed a-vremañ n'eo ket an heñvelrevelezh un dibab hiniennel hag e-touez an abegoù bevoniel ez eus bet komzet eus perzhioù hilel pe hormonel. Abalamour da se e kredont ivez ne c'hell ket bezañ kemmet revelezh an den-mañ-'n-den daoust ma 'z eus strolladoù, relijiel dreist-holl, a glask "pareañ" tud heñvelrevel evit lakaat anezhe da vezañ arallrevel.

Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an diogelerezhioù, gwirioù war herezh ar pried hag all. E 2022 ez eus 34 bro ma vez aotreet an dud heñvelrevel da eurediñ[5]. E lec'hioù all ma vez berzet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù arbennik (digor da dud arallrevel ivez) graet "uniezhioù keodedel" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Brehzoneg An Here, An Here, 2001, p.615
  2. (fr) "Homosexualité" - SOS homophobie (gweladennet d'an 20 a viz Here 2022)
  3. (en) Homophobic stigma – A community cause. Pink News (Mae 2006).
  4. (fr) Le Vatican autorise la bénédiction des couples de même sexe, hors-liturgie. France Info (Kerzu 2023).
  5. (en) Marriage Equality Around the World. Human Rights Campaign (2023).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.