Yann-Fulub Dupuy

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Yann-Fulub Dupuy
Anv ofisiel Jean-Philippe Dupuy
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh 16 a viz Ebrel 1965
Paris, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 2007

Priz Dazont ar Brezhoneg 2020

Yann-Fulub Dupuy, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1965 e Paris, zo ur skrivagner brezhonek hag ur c'helenner war ar brezhoneg.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet en deus studioù war an arzoù-kaer, hag entanet ma oa dija gant an arz gotek en deus studiet pizh savouriezh an ilizoù savet en doare-se. Gweladennet en deus meur a iliz hag a iliz-veur en Europa da gentañ-holl. Pa oa o chom nepell diouzh hini Kemper e-pad ur mare ez eo bet broudet gant ar c'hoant da sevel un oberenn dezhi un iliz-veur da harozez.

Gant tri c'helenner all war ar brezhoneg en doa krouet ar gevelouri Roudour e 1995 evit sevel kentelioù brezhoneg evit an oadourien.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet en deus danevelloù, un arnodskrid emvuhezel ha meur a romant.

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant piv e vo beuzet Kêr-Is?, diembann, 2006 — C'hoariet gant danvez-skolaerien Diwan d'an 31 a viz Mae 2006 e Kemper.
  • Maen war vaen, diembann, 2010 — C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro e miz Mezheven 2010 dirak talbenn iliz-veur Kemper.
  • Re an tu all, An Alarc'h, 2015 (ISBN 978-2-916835-65-5) — C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro.
  • Galnys pe priz ar gwad, An Alarc'h, 2018 (ISBN 978-2916835-89-1) — C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro.

Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar pennad-skrid, en Al Liamm, niv. 245, Du-Kerzu 1985
  • An enklask, en Al Liamm, niv. 364, Here 2007 hag e Karavell (dastumad danevelloù), An Alarc'h, 2011 (ISBN 978-2-916835-32-7)
  • L'enquête, e Karavell (dastumad danevelloù troet gant Mich Beyer), An Alarc'h 2011, (ISBN 978-2-916835-34-1)
  • An dekvet boulomig gwer, en Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010
  • Penaos e kollis ma fich glas, dindan an anv Gwilherm Jakesper, en Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010
  • An div gozh (gant Sylvie Cotelle), en Al Liamm, niv. 389, Du-Kerzu 2011
  • Hurlink, en Al Liamm, niv. 391, Meurzh-Ebrel 2012
  • Ar Roc'h (dastumad danevelloù, divyezhek), An Alarc'h, 2009 (ISBN 978-2-916835-12-9)
  • Beuzet diwar ar pont bras (dastumad danevelloù), An Alarc'h, 2019 (ISBN 978-2-916835-97-6) — Priz dazont ar brezhoneg 2020

Arnodskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Par dibar, An Alarc'h, 2006

Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Etrezek an enez (diwar-benn romant Mich Beyer), en Al Liamm, niv. 373, Ebrel 2009
  • An Iliz-veur a gomze e galleg hag e saozneg hag a gane e brezhoneg (diwar-benn iliz-veur Kemper), en Al Liamm, niv. 399, 2013

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]