Mont d’an endalc’had

Roudour (stummadur)

Eus Wikipedia

Un embregerezh kelenn brezhoneg eo Roudour, dezhañ statud ur gevelouri. Ar stummadur dibaouez eo e obererezh pennañ evit ma vo posubl pleustriñ war ar micherioù e brezhoneg. Krouet e voe en Uhelgoad, d'ar 6 a viz Meurzh 1995, gant Herve Kerrain, Mich Beyer, Lan Tangi ha Yann-Fulup Dupuy. Kresket eo ken ez eus meur a lec'h obererezh gantañ e Breizh-Izel.

Kroget e oa da sevel devezhioù kelenn e Ti ar Stêr, en Uhelgoad, dindan statud ar c'hevelourioù a zo rouez-tre war dachenn an deskadurezh. E 2001 ez eas Sedrig Laur da gevelour hag e 2008 ez eas da verour. Krouet e oa bet e 2019 ul leurenn bellstummañ, Ambroug he anv, ha ganti e vez implijet teknikoù nevez azazaet d'an deskarded a-bell[1].

P'eo Roudour un embregerezh e furm ar gevelouri perzhiañ emañ en e benn ur merour dilennet pep bloaz gant an emvod-meur.

Titouroù lezennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2022 e treuzkasas d'al lez-varn kenwerzh en doa graet 539 933 € a gengreadur. Staliet eo ar sez sokial er 6 plasenn Gwirioù ar Mabden, e Karaez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Atersadenn Sedrig Laur, Ya!, niv. 935, 9 a viz Mae 2023.