Yann-Fulub Dupuy
(Adkaset eus Yann-Fulup Dupuy)

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Yann-Fulub Dupuy | |
---|---|
Anv ofisiel | Jean-Philippe Dupuy |
Obererezh | Skrivagner |
Ganedigezh | d'ar 16 a viz Ebrel 1965 e Paris, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Enorioù | Priz Langleiz e 2007 |
kemmañ ![]() |
Yann-Fulub Dupuy, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1965 e Paris, zo skrivagner brezhonek ha kelenner war ar brezhoneg.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet en deus studioù war an arzoù-kaer hag eñ, entanet dija gant an arz gotek, en deus studiet pizh savouriezh an ilizoù savet dioutañ. Gweladennet en deus meur anezho hag ilizoù-meur Europa da gentañ-holl. Pa oa o chom nepell diouzh hini Kemper e-pad ur mare, eo bet broudet gant ar c'hoant da sevel un oberenn dezhi un iliz-veur da harozez.
Gant 3 c'helenner all war ar brezhoneg en doa krouet ar gevelouri Roudour, e 1995, evit sevel kentelioù brezhoneg evit an oadourien.
Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet en deus danevelloù, un arnodskrid emvuhezel ha meur a romant.
Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Penn ar veaj. Keit Vimp Bev, 2005. 63 p. (ISBN 2-86824-063-1). Priz ar yaouankiz 2005
- Ar gariadez vaen. An Alarc'h, 2007. (ISBN 2-916835-02-2). Priz Langleiz 2007
- Milendall, An Alarc'h, 2013, 450 p. (ISBN 978-2-916835-52-5)
- Bizied Eva, dindan an anv Katelin Kerisit, An Alarc'h 2013, 168 p. (ISBN 978-2-916835-53-2)
Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant piv e vo beuzet Kêr-Is? Diembann. 2006 - C'hoariet gant danvez-skolaerien Diwan d'an 31 a viz Mae 2006 e Kemper.
- Maen war vaen. Diembann. 2010 - C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro e miz Mezheven 2010 dirak talbenn iliz-veur Kemper.
- Re an tu all An Alarc'h, 2015, 60 p. (ISBN 978-2-916835-65-5) - C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro.
- Galnys pe priz ar gwad, An Alarc'h , 2018, 100p. (ISBN 978-2916835-89-1) - C'hoariet gant ar strollad Tro-Didro.
Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar pennad-skrid. In Al Liamm, niv. 245, Du-Kerzu 1985
- An enklask. In Al Liamm, niv. 364, Here 2007 & in Karavell (dastumad danevelloù), An Alarc'h 2011, (ISBN 978-2-916835-32-7)
- L'enquête. in Karavell (dastumad danevelloù troet gant Mich Beyer), An Alarc'h 2011, (ISBN 978-2-916835-34-1)
- An dekvet boulomig gwer. In Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010.
- Penaos e kollis ma fich glas, dindan an anv Gwilherm Jakesper. In Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010.
- An div gozh (gant Sylvie Cotelle). In Al Liamm, niv. 389, Du-Kerzu 2011.
- Hurlink. In Al Liamm, nn 391, Meurzh-Ebrel 2012.
- Ar Roc'h (dastumad danevelloù) (divyezhek), An Alarc'h, 2009, (ISBN 978-2-916835-12-9)
- Beuzet diwar ar pont bras (dastumad danevelloù), An Alarc'h, 2019, 216p (ISBN: 978-2-916835-97-6) Priz dazont ar brezhoneg 2020.
Arnodskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Par dibar. An Alarc'h, 2006.
Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Etrezek an enez. (diwar-benn romant Mich Beyer) In Al Liamm, niv. 373, Ebrel 2009.
- An Iliz-veur a gomze e galleg hag e saozneg hag a gane e brezhoneg. (diwar-benn iliz-veur Kemper) In Al Liamm, niv. 399, 2013
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Sonedenn 60", gant William Shakespeare. In Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010