Skol an Emsav
Skol an Emsav zo ur gevredigezh ha skol vrezhonek e Roazhon, hiziv ur greizenn-stummañ. A-raok ar bloavezhioù 1980 e oa un aozadur evit ar stourm sevenadurel.
Kreizenn-stummañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur greizenn-stummañ a vicher war ar brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan.
Lena Louarn zo bet renerez etre 1989 ha 2010, pa'z eo aet d'ar c'huzul-rannvro. Erlec'hiet eo bet gant Gwenvael Jéquel. Pevarzek den zo gopret en ti.
Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bloavezhioù 1970-1980 e veze embannet kelaouennoù-studi gant Skol an Emsav. Pa voe digoret skolioù Diwan e voe embannet un toullad levrioù-bugale:
- An aotroù Nij
- Koulmig
- Lanig
- ar rummad levrioù Lom, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain.
- Melenig hag an enezenn
- Nolig an Olifant, levrig da livañ troet diwar ar c'hembraeg
- Pare Paotred Dalton, ul levrenn eus dastumad Lucky Luke troet diwar ar galleg
- Pinocchio
Levrioù-deskiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bremañ e vez embannet levrioù-deskiñ :
- an hentenn Oulpan gant Nikolaz Davalan (teir levrenn gant pep a bladenn-arc'hant)
- Les 1000 premiers mots en breton, stumm brezhonek gant Lukian Kergoat
- Poiladesnouilles, ur c'haier poelladennoù anezhañ, gant Nikolaz Davalan
- Un deiziataer e brezhoneg penn-da-benn
Kelaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div gelaouenn a vez embannet :
- Bremañ, mizieg abaoe 1980
- ♯brezhoneg, daouvizieg abaoe 2014
Ur gelaouenn enlinenn zo bet ivez :
- Bremaik, sizhunieg war Internet, etre 2004 ha 2011
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |