Sant-Ervlan
Arabat droukveskañ gant Sant-Ervlon
Sant-Ervlan | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Herblain | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Pennlec'h 2 ganton : Sant-Ervlan-Reter ha Sant-Ervlan-Kornôg-Antr |
|
Kod kumun | 44162 | |
Kod post | 44800 | |
Maer Amzer gefridi | Bertrand Affilé 2014-2026 | |
Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Naoned | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 49 067 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 634 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 8 m bihanañ 1 m — brasañ 64 m | |
Gorread | 30,02 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Ervlan[2] [3] a zo ur gêr eus Bro-Naoned, e Breizh, e departamant al Liger-Atlantel.
Kumun vrasañ bannlev Naoned eo pa oa 46 268 annezad enni e 2017. Se a laka Sant-Ervlan da vezañ dekvet kêr Breizh, ur gêr hag a gresk buan abaoe ar bloavezhioù 1960. Erv Breizh, ur c'hendi bras, ar greizenn-genwerzh vras Atlantis ha Zenith Naoned Meurgêr, ar sal abadennoù, a c'hall bezañ gwelet evel arouezioù ar c'hêriekadur-mañ, o tispenn roudoù Naoned.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kornôg Naoned emañ, war ribl norzh al Liger evit an darn vrasañ eus kêr. Tro-dro da Sant-Ervlan e kaver eta kumunioù Naoned, Antr etre Sant-Ervlan hag al Liger, Koeron, Saotron hag Orvez.
War Erv Breizh emañ, ul linenn gribenn eus Torosad Arvorig.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Erwan Vallerie, heuliañ Dauzat ː Sanctum Hermelandum, 1287
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e deir ruilhenn kenweet, e gab en erminoù
Aozer : Ao. Murail – Degemeret gant Kuzul ar Gumunn d'ar 14 a viz Meurzh 1980.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
VIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er VIIvet kantved e oa bet krouet ar barrez gant Hermelandus, ur manac'h eus abati Fontenelle, war c'houlenn eskob Naoned.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe kumun Sant-Ervlan e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-6 e 1801[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
96 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,60 % eus he foblañs e 1911[5].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 16 a viz Gwengolo 1943 e voe taolet 80 bombezenn e Sant-Ervlan gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces)[6].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lakaet e voe ar gumun da vurev kreizenniñ kantonioù Sant-Ervlan-1 ha Sant-Ervlan-2 pa voe diskaret Kanton Sant-Ervlan-Kornôg-Antr e 2014[7].
Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gêr war ziorren bras eo, dreist-holl tro-dro d'ar greizenn genwerzhel Atlantis, e-kichen dor an hent-tro a zo "Armor" he anv. Takad kenwerzhel brasañ kornaoueg Bro-C'hall eo.
Ne oa nemet 2 400 annezad e Sant-Ervlan e 1851, 18 760 e 1968 ha bremañ muioc'h eget 45 000 anezho. Kresket eo war ul lusk a 3% bep bloaz etre 1990 ha 1999. Ret eo neuze da guzulieren-gêr kavout penaos plediñ gant ar c'hresk-se, bodañ ar boblañs a zo kresket re vuan war dachenn ar gumun-vannlev evel m'emañ bremañ ha sevel ur vuhez kêr memestra.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

43 082 annezad a oa enni hervez niveradeg an EBSSA e 2011, 44 337 e 2014 ha 46 268 e 2017.
Kêraoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Erv Breizh zo LODEF brasañ Breizh, gant ouzhpenn 780 lojeiz ennañ. Ur c'harter eo en e-unan. Savet e oa er bloavezhioù 1970. Tennañ a ra e anv eus al linenn gribenn.
Buhez sevenadurel hag arvestoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dor an Arvor emañ staliet Zenith Meurgêr Naoned, sal-abadennoù brasañ Breizh, abaoe miz Kerzu 2006.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwan en deus digoret e 2008 e skolaj kentañ el Liger-Atlantel[8].
E distro-skol 2022 e oa 258 bugel enskrivet er skolaj Diwan, er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (3,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[9]
Kelenn d'an oadourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentelioù evit an dud vras a zo eno abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz[10].
Meur a obererezh dudi a vez kinniget gant Kentelioù an Noz e-kichen ar c'hentelioù : pleustradegoù c'hoariva, labour dorn, bodad lenn, bodad komz, keginañ, dañs, kanañ, golf, mell-droad, baleadegoù ha kement 'zo.
Gant Skol an Emsav ha skoazell Kuzul-rannvro Breizh e vez aozet stummadurioù hir (6 miz, 35 eurvezh bep sizhun) war ar brezhoneg abaoe 2011. Abaoe 2017 e vez aozet ur stummadur 'emvarrekaat' e St Ervlan.
Buhez foran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2008 e oa bet digoret e-kichen skolaj Diwan al Liger-Atlantel, ar vediaoueg "KDSK" (Kreizenn dafar sevenadurel keltiek) gant Maripol Gouret. Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, evit klask titouroù, amprestiñ levrioù, pladennoù DVDoù, kazetennoù[11].
Ti-embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tro Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
16 a viz Gouere 1991 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet.
Tud liammet gant ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet o chom eno :
- Jacqueline Auriol (1917-2000), nijerez
Tud marvet eno :
- Raffig Tullou (1909-1990), kizeller
- Simone Le Moigne (1911-2001), livourez
- Anne Caseneuve (1964-2015), merdeerez
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Sankt Ingbert | 1981 |
![]() |
Port Láirge | 1986 |
![]() |
Viladecans | 1991 |
![]() |
Ndiaganiao | |
![]() |
Kazanlak | 2008 |
Emglev mignoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Betleem |
Paeroniañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cleja |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here (2001).
- ↑ Bretagne-Info. Sant-Hermelen-Naoned e Geriadur Hemon, 1978, 1993.
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Ervlan
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 252.
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique.
- ↑ [1]
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ [2]
- ↑ KDSK