Mont d’an endalc’had

Timilenn

Eus Wikipedia

Timilenn zo un ti-embann breton krouet e 2019, renet gant Tifenn Merien ha diazezet e Sant-Ervlan (Bro-Naoned). Embann a ra levrioù brezhonek troet diwar yezhoù all peurliesañ, evit ar vugale, en o zouez ar re zo paket gant disleksiezh, oc'h implijout polisoù-skritur isipisial. Dibab a ra levrioù enne temoù evel ar vignoniezh, an ekologiezh, an habaskter pe ar wregelouriezh[1]. Kinnig a ra stummoù da glevet da levrioù embannet gantañ ivez.

Roll an oberennoù embannet[2]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Joe Todd-Stanton, Sekred ar Roc'h Zu
  • Laura Nsafou ha Barbara Brun, War hent Jada
  • Laura Nsafou ha Barbara Brun, Evel ur milion a valafenned du
  • Joe Todd-Stanton, Ar Steredenn-lostek
  • Joe Todd-Stanton, Ar robot kollet

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) PAJOT Stéphane, Des livres jeunesse en breton dans le texte, Ouest-France, 13/12/2022 (lennet d'ar 17/09/2024)
  2. Levrioù war lec'hienn Timilenn (lennet d'an 18/10/2025)