Kentelioù an Noz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kentelioù an Noz
Logo kentelioù.jpg
Krouet e 1985
Sez e Naoned
Prezidant Paul-Morin
Izili 282 (2015)

Kentelioù an Noz zo ur gengevredigezh eus Bro-Naoned hag a labour da gelenn brezhoneg pe da ober gant ar yezh dre abadennoù ha bodadoù liesseurt..

Istor ar gevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1985 e oa bet savet ar gevredigezh Kentelioù an Noz gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol.

E-pad pell ez eus bet graet skol vrezhoneg d'an dud deuet gant he c'helennerien e Naoned hepken.

E 2001 e oa aet an traoù kalzik war-raok pa oa bet krouet ur post a-vicher (implijad yaouank). Dre-se e oa bet ledanaet an dachenn kelenn d'al Liger-Atlantel a-bezh (eus Erbigneg betek Gored e-kichen Klison) ha divizet e oa bet diorren an obererezhioù tro-dro d'ar brezhoneg (sport, c'hoarioù-dudi, keginañ...).

D'an 29 Kerzu 2003 e oa bet roet ar gratadur Yaouankiz ha Sportoù dezhi.

E 2007 e oa deuet da vezañ ur gengevredigezh, enni Kentelioù an Noz - Gwinieg, Kentelioù an Noz - Chapel-Erzh, Kentelioù an Noz - Gwerzhav.

E 2008 ez eus 17 kelenner oc'h ober skol vrezhoneg da noz pe war an deiz, ha dre se eo ar framm brasañ e Breizh e-keñver niver a gelennerien.

Ouzhpenn stajoù e Naoned hag er Poulgwenn e voe graet he staj kentañ ganti e Bro-Raez, e Kerverner-Raez, d'an 9 C'hwevrer 2009.

E 2010 e oa 250 ezel gant ar gevredigezh. Krouidigezh ur gevredigezh lec'hiel ouzhpenn Kentelioù an noz - Ar Groazig.

E 2011 : savet eo bet Kentelioù an noz - Reudied ha Kentelioù an noz - Kastell-Briant. Digoret ez eus bet kentelioù e Nozieg.

E miz Gouere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn.
En diskar-amzer e voe digoret ur strollad e Ankiniz, brasañ kêr reter Bro-Naoned, evit ar wech kentañ.
Abaoe 2013 eo Naoned ar veurgêr gentañ e-keñver an niver a zeskarded dre gentelioù sizhuniek.[1]

E miz Gouere 2014 e voe aozet pemp troad d'ar maout! gant Kentelioù an Noz. Ar wech kentañ e oa d'ur c'hamp vakañsoù evit ar vugale a oar brezhoneg bezañ aozet e Bro-Naoned, e Gweltaz-Lambrizig. E miz Gouere 2015 e voe aozet ar staj adarre: e kambr ar stered a voe graet anezhañ.

E 2015 eo tregont vloaz Kentelioù an Noz. A vloaz da vloaz eo aet ar gevredigezh war vrasaat, rak tost 300 ezel he deus. Gallout a ra ar re-se heuliañ kentelioù sizhuniek (24 c'hentel war 5 live e 2015) pe kemer perzh en obererezhioù niverus aozet ingal.
E miz Gwengolo 2015 e voe roet lañs da gentelioù brezhoneg e Santez-Lusenn, er reter da Naoned, a-drugarez d'ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz - Santez-Lusenn.

E 2016 e tivizas ar gevredigezh aozañ ur staj ur sizhunvezh evit an dud deuet hag a voe aozet e miz Gouere e Sant-Enion, war vord al Lenn-Veur. Paul-Henri Morin zo dilennet da brezidant.

Lec'hioù ar c'hentelioù (2015/2016)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E departamant al Liger-Atlantel :

Ouzhpenn ar c'hentelioù sizhuniek ez eus aozet tri staj: e Sant-Ervlan (Bro Naoned) en diskar-amzer, e Pornizh (Bro-Raez) en nevezamzer, e Sant-Enion (Bro-Raez) en hañv.

Kentelioù (2015/2016)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Live 1: 5 strollad
  • Live 2: 4 strollad
  • Live 3: 6 strollad
  • Live 3+: 5 strollad
  • Live +: 4 strollad

Bodadoù hag obererezhioù (2015/2016)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abadennoù tañva (gallaoueg, golf, radio...)
  • Bodadoù-komz
  • Bodad-lenn
  • Bodad-liorzhañ
  • Baleadennoù
  • Beilhadegoù kontet
  • Kamp vakañsoù-hañv evit ar vugale
  • Kentelioù kembraeg
  • Kentelioù ha stajoù kanañ
  • Kentelioù evit prientiñ arnodenn vrezhoneg ar vachelouriezh
  • Skol gouren
  • ar Skrivadeg, da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg
  • Strollad c'hoariva
  • Stalioù keginañ
  • Tro ha Bistro, evit bodañ an izili en un davarn bep miz

Kenlabourerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ASB 44, an Ajañs Sevenadurel Breizhek
  • Yezhoù ha Sevenadur, kreizenn degemer ha diorren sevenadur Breizh el Liger-Atlantel
  • KDSK, mediaoueg brezhonek, breizhek ha keltiek diazezet e Sant-Ervlan
  • Hentoù Breizh, kevredigezh o lakaat sevenadur Breizh war-wel e Bro Ankiniz
  • DAO

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. [1], OPAB Kelenn d’an oadourien Bilañs 2014.