Gored

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Gored (kumun) zo ivez.
Aspadennoù ur gored eus ar Grennamzer, war un aod-traezh en Enez Mon
Gored en un aber.
Gored amerindian gant Algonkined hervez John White, e 1585.

Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked, evel en ur c'havell bras pe un antell, hag a veze savet abaoe amzer ar Ragistor war an aodoù. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag en hini Kembre.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez goredoù kozh e Pradvael (Bro-Naoned), Santeg (Bro-Leon), ha meur a lec'h all.

Skouer Santeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù zo a zo bet adkavet  : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.

Lec'hanvioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.

Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.

Lec'hanvioù kembraek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, ha Noirmoutier

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gored, anv gourel hervez Geriadur Istorel ar Brezhoneg ; benel e lec'hanvioù zo e Bro-Leon. Ar stumm "kored" a gaver ivez e lec'hiennoù. Gourel eo ar ger "cored" e kembraeg, peurliesañ, hervez a lenner e Geiriadur Prifysgol Cymru.