Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque, Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique (ACB 44) e galleg, a oa bet krouet e 1993 gant ar c'hevredigezhioù sevenadurel breizhek ha Ti-Kêr Naoned.

An Ajañs zo degemeret e Egorenn Jakez Demy, 24 Kae ar Foz e Naoned, abaoe 1995. Eno e vez degemeret an dud ha kinniget ur stal vihan.

Arc'hantaouet eo gant hec'h izili, Ti-kêr Naoned, Kuzul-Departamant al Liger-Atlantel ha Rannvro Broioù al Liger. Ezel eo eus Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro, Kevre Breizh ha BCD-Sevenadurioù. Sinet he deus an emglev "Ya d'ar Brezhoneg".

ACB 44 : Ti ar Vro Bro-Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur roll kevrediñ he deus. Kevredigezhioù hag hiniennoù a zo e-touez hec'h izili. He 80 kevredigezh ezel ha kinnig obererezhioù arz ha dudi (arzoù neuziañ, dañs, sonerezh, kan, aozañ sonadegoù, festoù-noz...) hag ar stummañ ivez (skolioù divyezhek, kentelioù brezhoneg...) ha diduadennoù a bep seurt troet war danvez Breizh (Istor, dastum, aozañ prezegennoù, sport, kenwerzh reizh ...)

Gant an Ajañs e vez kenurzhiet ar c'hevredigezhioù (eno e c'heller kaout deiziadoù an darvoudoù da zont) ha kaset d'an dud roll an obererezhioù breizhek savet e Naoned hag el Liger-Atlantel (kenrouedad : www.acb44.bzh, kazetenn elektronek bep pemzektez, responter da gemenn ar festoù-noz e-pad an dibennoù-sizhun, darempredoù gant ar mediaoù, standoù e-pad darvoudoù)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]