.bzh

Eus Wikipedia
Logo ar gevredigezh

Un astenn domani a live kentañ war an Internet evit kumuniezh ar Vretoned eo .bzh, deroet gant an ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers) d'an 10 a viz Mae 2013.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 2004 e oa bet roet lañs gant Christian Ménard, kannad eus Penn-ar-Bed, d’ar soñj sevel un astenn kenrouedad .bzh. Goude krouidigezh an astenn .cat, an astenn kenrouedad evit kumuniezh yezh ha sevenadur Katalonia, e oa adlañset ar soñj eus un astenn evit Breizh. A drugarez d’ar sinadeg aozet gant lec’hienn Mikael Bodlore-Penlaez Geobreizh.com ez eus bet roet ul lusk kentañ d’ar mennozh. Goude-se o deus votet meur a strollegezh lec’hel mennadoù a-du gant ar raktres. A-unvouezh o deus roet Kuzul-meur Il-ha-Gwilen (14 a viz Ebrel 2006), Kuzul rannvro Breizh (14 a viz Mezheven 2006), Kuzul-meur Penn-ar-Bed (15 a viz Mezheven 2006) o harp da grouidigezh an astenn .bzh.

E 2007 en deus karget Kuzul rannvro Breizh ar gevredigezh Breizh Diawel da gas da benn ur studiadenn greüsted hag ivez aozañ ul luskadeg en-dro d’ar raktres. Goude ar studiadenn-mañ e oa bet krouet ur gevredigezh nevez (d'ar 16 a viz Gouere 2008, David Lesvenan he frezidant kentañ), dindan renerezh ur poellgor sturiañ gant an holl re o doa kemeret perzh e brudañ ar .bzh, evit dougen kinnig Breizh da gaout hec'h astenn kenrouedad.

Karget eo eta ar gevredigezh www.bzh da sevel an teuliad emginnig, dastum an arc’hant ret evit ma vo degemeret an teuliad-se ha brudañ ar .bzh e-mesk kumuniezh ar Vretoned. E 2008 he deus bet ar gevredigezh ur skoazell-arc’hant gant Kuzul rannvro Breizh.

E 2012 he doa tapet ar sinadeg kaout en tu-hont da 20 000 a dud.

D’an 10 a viz Mae 2013 eo bet deroet an astenn-se gant an ICANN.

E 2014 eo bet roet lañs d’ar .bzh[1]. E-pad ar "sav-heol" (sunrise), etre an 4 a viz Gwengolo 2014 hag an 3 a viz Du 2014, ne c’helle nemet perc’henned merkoù gwarezet prenañ o anv domani. E-pad ar "redadeg war an douar" (landrush), etre an 3 a viz Du 2014 hag an 30 a viz Du 2014, e c’helle rannoù melestradurel, kevredigezhioù hag embregerezhioù hen ober. E miz Kerzu 2014 eo bet digoret d’an holl ar .bzh.

E 2023 e oa tremen 12000 anv domani gant an astenn .bzh[2].

Diazezet ar .bzh war isframm teknikel an Afnic[3].

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Le « .bzh » est lancé !. Afnic (2014-06-26).
  2. (en).bzh. nTLDStats (2023-02-05).
  3. (en) .bzh. ICANNWiki.