Mikael Bodlore-Penlaez
Mikael Bodlore-Penlaez | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Michel Bolloré |
Anv pluenn | Mikael Bodlore-Penlaez |
Obererezh | Kartennour Skrivagner Skridarnodour |
Ganedigezh | 24 a viz C'hwevrer 1975 Brest, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg, galleg |
Enorioù | Kolier an Erminig, 2016 |
Oberennoù pennañ | |
Atlas Breizh Atlas ar bed keltiek Atlas ar broadoù hep Stad en Europa | |
kemmañ ![]() |
Skrivagner brezhonek ha gallek, kartennour hag emsaver breizhat eo Mikael Bodlore-Penlaez (Michel Bolloré hervez ar stad keodedel), bet ganet e Brest d'an 24 C'hwevrer 1975. Kemeret en deus perzh ivez e krouidigezh an astenn internet .bzh.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studiet en doe an diorren lec'hel e Skol-Veur Breizh-Izel e Brest. E Kemper emañ o labourat hag o chom.
Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh e vicher eo dedennet gant ar gartennoùriezh hag e plij dezhañ sevel kartennoù hag atlasoù a denn da Vreizh ha d'ar pobloù minoraelaet. Pourveziñ a ra kartennoù evit levrioù embannet e Breizh. Asambles gant Divi Kervella en doe savet, skeudennet ha sinaet meur a levr war an tachennoù e vourrent plediñ ganto : kartennouriezh, bannielouriezh hag ardamezouriezh[1]. Krouet en doe e 2005, gant skoazell Divi Kervella, Geobreizh, porched douaroniel Breizh, evit pourveziñ kartennoù brezhonek, kartennoù Breizh istorel, rolloù anvioù douaroniel…[2]
E 1999 en deus krouet al lec’hienn Eurominority.eu ha war-lerc’h en deus renet Atlas ar broadoù hep Stad e Europa, ul levr diwar-benn stad pobloù minorelaet e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeniñ ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok dizalc’hiezh Breizh.
Ur soner gaolviolin anezhañ ez eo dedennet gant ar sonerezh klasel e Breizh hag en deus kensavet ul levr gant Aldo Ripoche. Ul levr flemmus a-enep an adreizh tiriadel en deus skeudennet ha skrivet gant Erwan Chartier-Le Floch.
E 2015 en doe krouet ar gevredigezh Bannieloù Breizh m'emañ prezidant anezhi.
Kemeret en deus Mikael Bodlore-Penlaez perzh er stourmadeg evit ma vo degemeret an astenn Internet .bzh evit Breizh. E 2006 en deus skignet ur goulennadeg war lec’hienn Geobreizh.com evit-se. A-drugarez d’an obererezh-se o deus en em ziazezet meur a strollegezh lec'hel (Rannvro Breizh peurgetket) gant un doare ofisiel. Deuet eo da vezañ besprezidant ar gevredigezh www.bzh he deus bet d’an 13 a viz Mae 2013 an aotre gant an ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers) da implijout an astenn nevez.
Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Resevet en doe Kolier an Erminig digant Skol-Uhel ar Vro e 2016[3]. Video evit ar c'hinnigadur.
Roet eo bet ivez dezhañ e 2013 priz al levr Produet e Breizh evit al levr-pladenn Sonerezh klasel Breizh er rummad "Levrioù e brezhoneg".
Gounezet eo bet gantañ priz al levr Produet e Breizh evit Atlas Breizh e 2011 e rummad Bam d’ar galon ha priz kentañ eus priz rannvroel ar brezhoneg.
Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kartenner ha bannieler kar-ar-bed, erlamet diouzh Al Liamm, nn 427, Meurzh-Ebrel 2018, p. p. 56-59. E koun Divi Kervella.
- Cinq ans d’actualités des nations sans État et des minorités nationales gant David Forniès), (pennadoù embannet war lec'hienn eurominority.eu), ( Mondivers/Eurominority, 2010
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guide des drapeaux bretons et celtes (gant Divi Kervella), Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-916579-12-2)
- Atlas des Nations sans État, peuples minoritaires en quête de reconnaissance, Yoran Embanner, 2010 (ISBN 978-2-914855-71-6)
- Atlas of Stateless Nations, minority peoples in search of recognition (troet e saozneg gant Ciaran ha Sarah Finn), Emb. Y Lolfa, 2011 (ISBN 978-1847713797)
- Atlas das Nações sem Estado da Europa, povos minoritarios na procura de reconhecimento (troet e galizeg gant Abrahan Bande Paz ha Fernando Corredoira), Através, 2017
- Atlas Breizh / Atlas de Bretagne (gant Divi Kervella), Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2843464959)
- Sonerezh klasel Breizh / Musique classique bretonne, Cras, Ladmirault, Le Flem, Le Penven, Ropartz... (gant Aldo Ripoche), Emb. Coop Breizh, 2012 (ISBN 978-2-84346-563-5)
- Bretagne, les questions qui dérangent (gant Pierre-Emmanuel Marais & Lionel Henry), Yoran Embanner, 2014 (ISBN 978-2-916579-78-8)
- La France charcutée, petite histoire du "big bang" territorial", Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-722-6)
- Atlas ar bed keltiek / Atlas des mondes celtiques (gant Erwan Chartier-Le Floch & Divi Kervella), Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-693-9)
- Réunifier la Bretagne, région contre métropoles ? (gant Géographes de Bretagne, dindan renerezh Yves Lebahy ha Gael Briand), Skol Vreizh, 2015 (ISBN 978-2367580425)
- Gwenn-ha-Du, le drapeau breton (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467233)
- Bro Gozh ma Zadoù, l'hymne national breton (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467240)
- BZH, l'abréviation bretonne (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467257)
Levrioù en deus kemeret perzh evel kartennour enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Paul Andre Bempechat, Jean Cras, Polymath of Music and Letters, Ashgate Publishing Limited, 2009 (ISBN 978-0754606833)
- Jean-Pierre Le Mat, Histoire de Bretagne : le point de vue breton, , Yoran Embanner, 2010 (ISBN 978-2914855754)
- Jean-Pierre Le Mat, Die Geschichte der Bretagne, der Bretonische Standpunkt, Yoran Embanner, 2010 (ISBN 978-2914855761)
- Ronan Larvor, Bretons des Kerguelenn, Yoran Embanner, 2011 (ISBN 978-2916579191)
- François Waag, Histoire d'Alsace, le point de vue alsacien, (Oberour), Emb. Yoran Embanner, 2012 (ISBN 978-2914855662)
- Valérie Le Nigen, Christian Gouerou, Un Modèle politique breton ? Enquêtes, analyses, entretiens, portraits, Erwan Chartier-Le Floch (Oberourien), Nono (Skeudennaouer), Emb. Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-642-7)
- Tudi Kernalegenn, Histoire de l'écologie en Bretagne, Embannadurioù Goater, 2014 (ISBN 978-2-918647-38-6)
- Jean-Jacques Monnier & Olivier Caillebot, Connaissance de la Bretagne des origines à nos jours (DVD), Skol Vreizh, 2014
- Tina et Luc Pauwels, Histoire de l'Ukraine, le point de vue ukrainien, Yoran Embanner, 2015 (ISBN 978-2-36747-011-5)
- Venceslas Kruta, Le monde des anciens Celtes, Yoran Embanner, 2015 (ISBN 978-2-36747-012-2)
- Alain Le Sann, Pêcheurs bretons en quête d’avenir, avec les Géographes de Bretagne), Skol Vreizh, 2016 (ISBN 978-2-36758-057-9)
- Bertrand Luçon, Noms de lieux bretons du pays nantais, Yoran Embanner, 2017 (ISBN 978-2916579955)
- Yves Lebahy, Défis pour la Bretagne, un « nécessaire nouveau contrat social », Skol Vreizh, 2020 (ISBN 978-2367581101)
Kartennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pobloù minorel Europa, 2004
- Kant Broad Europa, 2005
- Hil Roueed ha Duged Breizh, 2007
- Breizh : Douaroniezh ur Vroad istorel Breizh (60 bro hengounel Breizh), 2007
- 9 bro, 5 departamant, 1 500 kumun Breizh, 2008
- Pobloù ar bed, 2009
- Broioù Friz, 2010
- Yezhoù Europa, 2010
- Kartenn ar bed e brezhoneg, 2011
- Kartenn Traoñienn-al-Liger, 2012
- Kartenn Kurdistan, 2012
- Pobloù Europa, kartenn etnografek ar broadoù hag ar rannvroioù istorel, 2012
- Europako Nazioak, Nazio burujabeen eta estaturik ez duten nazioen mapa, 2014 (gant ar gazetenn Argia)
Diskouezadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kartennoù evit kompren Breizh / Des cartes pour comprendre la Bretagne, Skol-Uhel ar Vro ; Coop Breizh, 2011
- Sonerezh klasel Breizh / Musique classique bretonne, Akademi Paol ar Flemm ; Coop Breizh, 2012
- Ar bed keltiek / Les mondes celtiques, Skol-Uhel ar Vro ; Coop Breizh, 2015
Raktresoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Miltamm kartenn Breizh, Bannoù Heol, 2021
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Deskrivet en deus o labourioù boutin e-barzh eur pennad (Al Liamm, 427, Ebrel 2018) e koun e gomper.
- ↑ Roll ennet diouzh al lec'hienn : kartennoù Breizh, tennet evit ul lod brasañ anezho eus Atlas Breizh ; kartennoù frank a wirioù e c’hellot implijout evel ho peus c’hoant war ho lec’hiennoù internet ; foñsoù ar c’hartennoù evit ar c’helennerien pe ar studierien evit mont pelloc’h gant labourioù diwar-benn Breizh (stumm skeudenn, vektoriel pe shapefile evit ar c’hartennourien a-vicher) ; titouroù a-bep seurt diwar-benn douaroniezh Breizh, hag e brezhoneg ouzhpenn-se ha kartennoù Breizh, pobloù Europa pe ar bed. Gwelet d'an 25 Here 2020.
- ↑ Pennad e-barzh Le Télégramme https://www.letelegramme.fr/finistere/collier-de-l-hermine-les-quatre-promus-17-08-2016-11184495.php. Gwelet d'an 25 Here 2020