Hermelandus
Hermelandus zo ur sant frank eus ar VIIvet kantved. Hermeland ha Herblain, Herbland, Erbland a vez graet anezhañ e galleg ivez. E brezhoneg e veze lavaret Hermelen[1] A-wechoù e vez droukvesket e anv gant hini sant Herbod. Anavezet eo e vuhez dre ar skrid latin Vita Hermelandi. En eskopti Naoned e vez lidet d'ar 25 a viz Meurzh. Sant-Ervlan, e-kichen Naoned, zo anvet diwarnañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Noyon, en eskopti Laon, e Neustria, war-dro 640, ha marvet war-dro 720. Savet e voe e lez ar roue Klotar III (657-673) ha boutouilher e tgeuas da vezañ. Troet e oa gant ar relijion gristen ha mont a reas da vanac'h da abati Fontenelle (hiziv abati Saint-Wandrille e Seine-Maritime, e Normandi ) dindan an abad Ansbert, a voe eskob Rouen, ha sant. Anvet e voe da veleg gant sant Ouen, eskob a-raok Ansbert.
Er mare-se edo Pasquier, eskob Naoned, o c'houlenn digant abati Fontenelle kas unan bennak da sevel ur manati e-kichen Naoned. Hermelandus an hini a voe dibabet evel abad ur gumuniezh vihan ac'h eas da chom war lez al Liger en enez Indre, anvet Antrum neuze.
Pa voe erru re gozh en em dennas Hermelandus en enezennig amezek, Indret, anvet Antricium neuze, hag eno e varvas en 720.
Da gentañ e oa bet beziet e bered ar venec'h. Goude e voe lakaet e gorf en iliz an abati dindan an aoter. E 843, d'ar 24 pe d'ar 25 a viz Mezheven, pa veze ar Vikinged oc'h ober o reuz, e voe distrujet an abati, devet kêr Naoned, ha kaset relegoù ar sant da Loches.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 1978 (p. 708), 1993 (p. 708).