Mont d’an endalc’had

Makoto Noguchi

Eus Wikipedia

Noguchi Makoto[1] zo ur brezhoneger japanat ganet e Yawata e su ar Japan. Kuitaet en deus e vro dam d'ar saotradur a rene eno : "Em c'hêr, 80% eus ar vugale a zo klañv gant an drouk-skevent abalamour d'an aer lous. Re a ziorreadur a lazh an dud"[2]. Deuet eo da Vreizh e 1970 evit studiañ ar galleg e skol-veur Breizh-Uhel e Roazhon. Gober a ra anaoudegezh gant studerien ar gevrenn geltiek eno, ha deskiñ brezhoneg. Implijet eo da levraoueger er rann geltiek, ar pezh a lak anezhañ da vestroniañ ar yezh buan a-walc'h. Klokaat a ra e zeskadurezh eus ar yezh komzet o labourat war ar maez e Breizh Izel e-pad ar vakañsoù skol-veur : " Daremprediñ ar beizanted oa ur redi din. Ma vijen chomet er rann geltiek, e vijen bet troc'het eus ar bobl hag em bije komzet ur brezhoneg re uhel"[3].

Tik gant ar c'hoariva e sell a-dost eus ar pezhioù brezhoneg : "Gwelet 'm eus ne oa nemet ur c'hoariva kozh ha relijiel ha ne blije ket din an dra-se. C'hoant em eus bet da skrivañ ur pezh-c'hoari evel pa oan e Bro-Japan"[4]. Skrivañ a ra An Houlenn ur pezh c'hoari a-enep ar brezelioù ha galloudoù ar stadoù[4]. Implij a ra tem an daolenn mil-vrudet e Bro Japan, hini Houlenn veur Kanagawa gant Hokusai. Diskouez a ra martoloded dic'houest da stourm ouzh nerzh un houlenn fallakr a veuzo anezho hep mar. An houlenn a zeu da vezañ ar stad o tistruj e soudarded evit e vad. Tostaat a c'heller ivez ouzh ar stad-C'hall o tistruj ar brezhoneg[5]. Displegañ a ra Makoto Noguchi penaos en deus bet c'hoant "reiñ mezh d'ar Vretoned na gomzont ket o yezh"[4] pag en deus dibabet skrivañ e bezh e brezhoneg. E Roazhon, e Peurid (e skol Penn-ar-C'hoad), hag e Brest e voe c'hoariet ar pezh e 1972.

Goude-se ez eas da Vreizh-Izel da chom. Dimeziñ a reas eno, ha tad ur mab e voe. Labourat a reas e Landelo, e-gis mañsoner betek fin ar bloavezhioù 80. Luskañ a reas un abadenn radio brezhonek e Radio Montagnes Noires, ur radio lec'hel eus Kreiz-Breizh e 1983.

E 1990 e kav labour e Kambr a goñverzh Kemper, d'ober war dro ar c'hentelioù japaneg en ISUGA ha da lakaat e darempred embregerezhioù Breizh gant broioù ar sav-heol : " Gouestoni ar Vretoned war al labour, o en-dro, o doare-bevañ, o sevenadur dibar a sach ar Japaniz dre amañ". D'an 30 a viz Mae 1996 e voe pedet gant 15 breton all da zebriñ merenn e Kemper gant Jacques Chirac, Prezidant ar Republik, kement ha difenn dirazañ dibarelezh ar sevenadur breizhat[6]. Nepell goude-se e kollas e labour hag e tistroas da Vro Japan.

Japaniz all o deus desket brezhoneg, met eñ e oa an hini kentañ, an hini a voe o chom ar pellañ e Breizh, hag an hini nemetañ en deus laosket roud skrivet e brezhoneg : daou bezh-c'hoari hag ul levrig marvaihoù Marvailhoù ar Sav-heol embannet gant An Here. A-gevret gant Yann-Erwan Abalan, Iwan Gadored ha Martial Ménard en devoa kenlabouret da gempenn Kontadennoù ar Bobl gant Fañch an Uhel.

Oberennoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Houlenn, pezh-c'hoari, 1972, embannet er gelaouenn Al Liamm niv. 152[4].
  • Ar vro na ra ket erc'h enni, pezh-c'hoari, 1972, embannet er gelaouenn Sav Breizh niv. 10.
  • Peder mogedenn, barzhoneg, 1973, embannet en Al Liamm niv. 159.
  • En Al Liamm niv. 163 (1974) ez embannas Makoto Noguchi e droidigezh vrezhonek eus ur varzhoneg dizanv bet skrivet gant Andrè Combettas.
  • Marvailhoù ar Sav-Heol, 1991, dastumad pevarzek kontadenn troet diwar ar japaneg, skeudennoù gant Alan Kervern, An Here, ISBN 978-2-86843-78-3

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Anv an tiegezh a lakaer da gentañ e Japan, evel e Sina. Skrivet eo bet a-wechoù Noguti hag a-wechoù Nogushi.
  2. Pennad-kaoz gant Jean-Charles Perazzi, Ouest-France, 5 a viz ebrel 1974 : "Un Japonais bat la campagne bretonne"
  3. Pennad-kaoz gant J.C. Perazzi, opcit. 05/04/1974
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Al Liamm, niv. 152, p. 217, 1972, Al Liamm - 1972- N°150 à 155
  5. Bernez Rouz, Makoto Noguchi, le premier Japonais bretonnant
  6. Ouest-France, 30/06/1986