Bremaik

Eus Wikipedia

Bremaik a oa ur gazetennig vrezhonek enlinenn digoust.

Krouet e oa bet er bloavezh 2004 gant aozerien ar gelaouenn viziek Bremañ. Keleier a veze ingal dre ma vezont nevesaet bep Lun da greisteiz. Bep bloaz e raent un ehan etre kreiz miz Gouere ha kreiz miz Eost.

Testennoù berr a veze kinniget, gant ur brezhoneg eeun a-walc'h evit ma c'hellfe an holl lenn anezho. An temoù pennañ zo an dudiamantoù hag ar vuhez pemdeziek, war danvezioù a vremañ. O fal a oa : " kelaouiñ en un doare berr-tre e brezhoneg, kinnig testennoùigoù d'an holl dre ar bed a-bezh, ingal, e brezhoneg."

Hervez lod ne vez ket souezh na fent enne, na politikerezh na burutellerezh, ken e kavfe lennerien zo eo un tamm goular o blaz.

Skrivet e veze ar pennadoùigoù gant ur skipailhad tud a-youl vat. Implijet e vez ar skridoù-se gant tud o teskiñ ar yezh. Tizhet eo bet an niverenn 250 e fin miz Eost 2009.

Gallout a raed kaout keloù eus titloù ar pennadoù nevez embannet o reiñ e bostel da bremaik@free.fr, pe c'hoazh pellgargañ an testennoù er stumm Word.

Chomet eo a-sav embann ar gelaouennig er bloavezh 2011 dre ziouer a genskriverien, gant an niverenn 323.

Ar rubrikennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh rubrikenn a oa :

  • Endro (gant Malo Morvan)
  • Darvoud ar sizhun (Milio Latimier ha Joan Bizien, hag a bep seurt tud, diouzh an darvoud)
  • Sinema (gant Gwenvred Latimier ha Meriadeg Vallerie)
  • Sonerezh ha levrioù (a bep seurt tud)
  • Arzoù (a bep seurt tud)
  • Sportoù (a bep seurt tud)
  • Buhez pemdez (a bep seurt tud)

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.