Mont d’an endalc’had

Tangi Louarn

Eus Wikipedia

Tangi Louarn, ganet e 1947 e Pariz, zo ur stourmer breizhat, mab da Alan Louarn ha breur Lena Louarn. Kelenner e SADED eo bet e 1966, hag unan eus diazezerien Skol An Emsav e 1970[1], asambles gant Pol Kalvez hag e eontr Youenn Olier, evit pere e vo Imbourc'h an embannadenn nann-ofisiel. Kendiazezer skol Diwan Kemper eo bet e 1977[2], ha prezidant "Karta Europa, Comité Républicain pour la Charte Européenne des Langues"[3].

Besprezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, kengevredigezh, eo bet, ha goude-se prezidant adalek 2009[4].

Prezidant Kevre Breizh eo bremañ abaoe krouidigezh Kuzul Sevenadurel Breizh, bodadenn guzuliañ, gant Kuzul Rannvro Breizh. Kevre Breizh en deus kemeret lec'h Kuzul Sevenadurel Breizh evel kengevredigezh o vodañ an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour evit sevenadur Breizh. Ezel eo Tangi Louarn eus burev ar vodadenn guzuliañ Kuzul Sevenadurel Breizh[5].

Skridoù

  • (fr) Langues régionales ou minoritaires dans la République : [actes du colloque, Rennes, 15 février 2002] / [organisé par l'] association Pour que vivent nos langues [et le] Comité . IEO - [Puylaurens]. 2003. Testennoù dastumet, bodet ha kinniget gant Henri Giordan ha Tangi Louarn. Karta europat ar yezhoù rannvro ha minorel (1992) -- Kendalc'h.

Daveennoù

  1. ↑ (fr) Skol an Emsav, Yezhoù ha Sevenadur (lennet d'ar 27/06/2026)
  2. ↑ (fr)Anna-Vari et Tangi : une militance durable et passionnée, ArMen, 26/07/2024 (lennet d'ar 27/06/2026)
  3. ↑ (fr) Anaïs HUET, Les nouveaux médaillés de l'Ordre de l'Hermine , Ouest-France, 09/11/2013 (lennet d'ar 27/06/2026)
  4. ↑ (fr) Identité bretonne. Le conseil culturel prêt à faire sa mue, Le Télégramme, 22/06/2009 (lennet d'ar 27/06/2026)
  5. ↑ (fr) Pour une République française multilingue, Ouest-France, 20/05/2017 (lennet d'ar 27/06/2026)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.