Lena Louarn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lena Louarn da geñver fest Skol An Emsav e 2010.

Lena Louarn zo ur stourmerez evit ar brezhoneg, ganet d’an 13 a viz Eost 1950 e Villeneuve-Saint-Georges (Seine-et-Oise) ma oa bet kaset he zud, ar broadelour Alan Louarn ha Noela Olier, da chom goude ar brezel.
Desavet eo bet e brezhoneg, 9 breur ha c'hoar he deus (en o zouez Tangi ha Malo). Distreiñ a reas he familh da Vreizh e 1962, e lec'h ma krouas he zad ar burev kelaouiñ Brudañ ha Skignañ e Roazhon, "plasenn al Lisoù".
Un diplom sekretouriezh mezegiezh, un D.E.C. hag un aotreegezh brezhoneg ha deus Lena Louarn. War listenn Rannvroioù ha pobloù kengred Max Siméoni eo bet evit an dilennadegoù european e 1994. Ar priz Imram evit ar varzhoniezh he deus bet evit hec'h oberenn e 2012[1].

Brudañ ar sevenadur breizhat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1971 eo bet e-barzh Skol An Emsav (kreizenn kelenn evit an dud gour), sikouret e vo aozadur Diwan gant lod eus izil ar gevregigezh. En em dermeniñ a ra evel « enep-impalaerour hag araokadour a-enep d'ar Jakobined ». Labouret he deus evit Diwan er bloavezhioù 1970. Ken-diazezerez skol Diwan Roazhon e 1978 eo. Goude meur a vloavezh e sekretourva ar gazetenn Bremañ e teuas da vezañ he renerez. Pell amzer eo bet sekretourez Kuzul Sevenadurel Breizh.

Renerez Skol an Emsav ha prezidantez Ofis ar Brezhoneg, krouet d'ar 1 a viz Mae 1999, eo. Ar priz « Bretonne de l’année 1999 » he deus resevet a-berzh ar gazetenn Armor Magazine, roet ez eus bet dezhi Urzh an Erminig e 2000. Ha resevet he deus "Priz brezhoneger ar bloaz" gant France 3 e 2010 evit 10 vloaz labour evel prezidantez an Ofis.

Trivia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou a vugale he deus, Glenn Jegou (animatour radio e brezhoneg, kuzulier-kêr gant ar PS e Roazhon) ha Bleunienn Louarn (D.J. Blue).

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2010, p'edo o vont war he leve, eo bet dilennet, e votadeg rannvro, war listenn Jean-Yves Le Drian (listennad tu kleiz: PS, PCF, ekologourien, ha tud a bep seurt) evit Penn-ar-Bed, goude m'emañ o chom hag o labourat evit ar brezhoneg e Roazhon abaoe ouzhpenn 40 vloaz. Dilennet eo bet da drede besprezidantez, karget eus "yezhoù Breizh"[2].

A-raok an dilennadeg en doa goulennet Emglev Kevredel Breizh e tibabfe etre ar PS hag an Ofis.[3]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_-Trois-poetes-recompenses-par-un-prix-_35288-avd-20121014-63793799_actuLocale.Htm
  2. http://www.bretagne.bzh/jcms/preprod_66099/fr/lena-louarn
  3. Kemenadenn EKB war ABP