Levr yaouankiz brezhonek
Savet e vez ul 'levr yaouankiz brezhonek’ a-ratozh evit degas anaoudegezhioù pe diduamantoù d’an dud yaouank brezhoneger, koulz hag e pep yezh, ma ‘z eus ul lennegezh ganti. Darn al levrioù yaouankiz brezhonek a c’hell bezañ divyezhek galleg-brezhoneg. E 1942 e skrivas Roparz Hemon : « E-pad ar c’hantved diwezhañ, n'eus ket kalz a dud a vije deuet en o fenn ar menoz de embann levrioù savet a-ratozh evit ar yaouankiz. Al levrioù brezonek a veze graet neuze evit an holl »[1]. Ha lakaat a rae war-wel e oa bet savet al levr yaouankiz brezhonek kentañ e 1801.
Levrioù brezhonek evit ar yaouankiz en XIXvet kantved hag en XXvet kantved a-raok An Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Tangi ar Yaouank (Tanguy Le Jeune), ur skolaer o c’helenn e Plabenneg, e voe lakaet an dornlevr kentañ da vezañ embannet , en doe lakaet da embann an dornlevr kentañ dezhañ ar pal ober lakaat an dud yaouank (pe get) da zeskiñ penaos komz « facilamant » (en un doare aes) ha skrivañ « correctamant » (en un doare reizh), "evel ur grammairien ». E-barzh titl an dornlevr e weler ur meskaj yezhoù : Rudimant ar Finister, composet e gallec ha laqueat e bresonec, evit deski facilamant hac e nebeut amser, da barlant, da lenn ha da skriva correctamant, evel ur grammairien. Moullet e voe e Brest gant an ti-moullañ Gauchlet.
Ur remziad pelloc’h, ur skolaer all, Eozen Mari Poullaoueg (Yves Marie Poullaoueg), anvet war-dro 1819 e skol Lokournan, a savas ur Façoun nevez evit diski lenn e berr amzer, gant ma vezo heuliet ar prononciation naturel eus al lizerennou[2]. Ha pa voe kenderv-bihan da Yann-Frañsez ar Gonideg, ne heulias ket ervenn an doare-skrivan reizhet.
E 1864, Jakez Perrot, person Taole, a embannas un dornlevr galleg-brezhoneg evit ar skolioù bihan (« levr-dourn », hervez Roparz Hemon) titlet : Manuel (de la langue bretonne) à l'usage des écoles primaires’’[3].
Jozef Mari Toulleg, hag eñ ur skolaer republikan en Uhelgoad, a savas daou dornlevr, unan evit deskiñ ar galleg dre ar brezhoneg (1858)hag unan all evit ar jedoniezh (1862).
N’eus nemet al lennegour ha yezhoniour gouiziek, Emil Ernod, en doe kredet e c’hellfe kinnig ma vo desket al latin dre ar brezhoneg ken e lakaas embann ‘’Ar Groaz Doue, pe levrig an AB C’H evit diski lenn e brezoneg hag e latin’’ (1899).
Ur skolaer kristen, Breur Constantius (Jean-Marie Apprioual), p’edo o ren skol kristen Landivizio, a gavas amzer evit lakaat embann ‘’Kenteliou brezhonek da drei e gallek’’ (1899) un dornlevr evit ar skoliad, ha Kentelioù brezounek troet e gallek’’ (1900) da vezañ implijet gant ar mestr-skol.
Kentañ geriadur savet evit ar vugale a voe savet gant Prosper Colin, person ha bet skolaer e Plabenneg, ur mare zo, hag eno e savas e Vocabulaire breton-français, cours élémentaire (1922).
Ur beleg all, Victor Le Bozec, a implijas ar skiant-prenet m'en doe tapet e skol ar Galon Sakr, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem evit sevel Le Français par le Breton: méthode bilingue, cours préparatoire’’ (1933).
Levrioù yaouankiz Gwalarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lommig gant Pêr Peron ha Youenn Drezen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù yaouankiz Al Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Keit Vimp Bev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh yaouankiz ar XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Leorioù evit ar yaouankiz. E-barzh '’Arvor, niv. 55, 25 Genver 1942.
- ↑ Moullet e 1500 skouerenn gant an Ti-moullañ Malassis, e Brest, 1829.
- ↑ War ar skouerenn miret e Levraoueg Meurgêr Roazhon e lenner « 3de embannadur ».