Tangi ar Yaouank
Neuz
Tangi ar Yaouank
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Tanguy |
Anv-familh | Le Jeune |
Deiziad ganedigezh | 19 Ebr 1759 |
Deiziad ar marv | 8 Ebr 1811 |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | kelenner |
Oberenn heverk | Rudimant eus ar Finister |
Tangi ar Yaouank, pe Tanguy Le Jeune, (19 Ebrel 1759 - 8 Ebrel 1811) a oa ur skolaer eus Plabenneg da vare an Dispac'h gall. Sekretour e voe ivez e ti-kêr ar Vourc'h-Wenn e 1808. Gantañ e voe savet ar c'hentañ levr-skol graet evit deskiñ galleg dre ar brezhoneg er skolioù kentañ derez, ar Rudimant eus ar Finister, moullet e ti Malassis, mouller e Brest, e 1800. Ul levr all un tammig heñvel a savas, anvet An ABC, pe quenta levr dre ar Cn T. ar Yaouank, moullet e 1801 e Brest ivez.