Mont d’an endalc’had

Rudiment du Finistère

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rudiment du Finistere)
Rudimant eus ar Finister
Stumm, embannadur pe troidigezh
TitlRudimant eus ar Finister, composet e gallec ha laqueat e bresonec, evit desqui facilament hac e nebeut amser, da barlant, da lenn ha da scriva correctamant, evel ur grammairien Kemmañ
AozerTangi ar Yaouank Kemmañ
Lec'h embannBrest Kemmañ
Deiziad embann1800 Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourdomani foran Kemmañ

Ar Rudiment du Finistere, pe Rudimant eus ar Finister, zo ul levr-skol divyezhek, gallek ha brezhonek, gant Tanguy Le Jeune, eus Plabenneg, embannet e Brest e 1800.

« Rudiment du Finistere, composé en français et mis en breton pour apprendre facilement et en peu de temps à parler, à lire et à écrire correctement, comme un grammairien » pe « Rudimant eus ar Finister, composet e gallec ha laqueat e bresonec, evit desqui facilament hac e nebeut amser, da barlant, da lenn ha da scriva correctamant, evel ur grammairien » e oa an titl en e hed. Graet e oa evit deskiñ galleg dre ar brezhoneg eta.