Emil Ernod

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu

Emil Ernod, pe Émile Ernault, ganet e Sant-Brieg d’ar 24 a viz Gouere 1852 ha marvet d’ar 6 a viz Genver 1938 e Sant-Brieg ivez, a oa ur brezhonegour ha yezhoniour gouiziek hag a studias ar c’hrennvrezhoneg hag a genlabouras kalz gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern.

Studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Jean Marie Vincent Ernod, alvokad, ha da Agathe Rose Léa Gaultier de la Ferrière a orin eus Tarbes. E studioù a reas e Lise Sant-Charlez e Sant-Brieg, hag e Roazhon goude se. Labourat a reas e prefeti Sant-Brieg e-ser studiañ e-unan evit mont da gelenner. Aotreet e voe e 1874 da gelenn ar saozneg hag an alamaneg e skol Sant-Charlez met kenderc'hel a reas gant e studioù, aet ur yalc'had-studi gantañ, e Skol ar studioù uhel e Pariz. Daoust, pe abalamour, d'e vennozhioù, ne voe ket aotreet da sevel e dezenn evit an doktorelezh war ar yezhoù keltiek dre ma ne vezent ket kelennet er skolioù. Dont a reas a-benn memes tra da gaout e zesteni-doktorelezh e 1886 ha neuze e voe anvet da gelenner e skol-veur Poitiers e-lec'h ma tremenas an darn vrasañ eus e vuhez o kelenn al lennegezh hag ar c'hustumoù kelt. En em lakaat a reas da studiañ brezhoneg anezhañ e-unan, rannyezh Treger da gentañ, ha hini Gwened da c’houde. Mont a reas da Bariz da heuliañ kentelioù ar geltiegourien vrudet a oa eno, evel Henri Gaidoz pe Henri d’Arbois de Jubainville. Goude bezañ tremenet un dezenn doktorelezh e voe anvet da gelenner gresianeg e skol-veur Poitiers. Eno eo e savas e oberennoù brudetañ evel ar Glossaire du Moyen-breton (Geriaoueg ar c'hrennvrezhoneg) pe an Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes (Geriadur brezhoneg-galleg rannyezh Gwened). Embann a reas ivez, er Revue Celtique (Kelaouenn Geltiek), skridoù krennvrezhonek evel Le Mirouer de la Mort (Melezour ar Marv). E-leizh a bennadoù a embannas, e galleg, e meur a gelaouenn war poent pe boent a denne d’ar brezhoneg, e c’heriaoueg, e rannyezhoù, e istor.

Labour ha kenlabour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paouez a reas gant e labour kelenner e 1878 evit sevel mojennoù ha barzhonegoù da vezañ moullet e Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Breiz, hag all. Aet eo war e leve-gozhni e 1919 e sant-Brieg ha neuze en em roas muioc'h-mui d'ar studioù brezhoneg, da skoazellañ rener « Breuriezh Veur ar Brezhoneg » gant Frañsez Vallée ha da sekretour evit sevel un emglev, diazezet war ar studi, etre ar skrivagnerien. Skoazellañ a reas Frañsez Vallée ha Meven Mordiern da sevel oberennoù meur evel Sketla Segobrani pe ar Geriadur bras Galleg-Brezhoneg (Grand dictionnaire français-breton). Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée ha bez' e voe Emil Ernod e-touez ar re a savas Emglev ar Skrivagnerien evit bodañ ar re-mañ ha klask unvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Ar reolennoù reizhskrivañ a voe degemeret ganto e 1908 a ziazezas un doare-skrivañ unvan evit brezhonegoù Kerne, Leon ha Treger, a reer anezhañ an doare-skrivañ KLT. War e leve, e Sant-brieg, e talc’has da genlabourat stank gant Frañsez Vallée. Bez' e voe e penn Breuriezh Veur ar Brezhoneg, un doare akademiezh ma oa Vallée da sekretour.

E galleg en deus skrivet an darn vrasañ eus e studiadennoù. Un nebeud skridoù brezhonek en deus savet avat, barzhonegoù ha mojennoù anezho, embannet e Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, hag all.

Ofiser an Deskadurezh-Stad ha Marc'heg al Lejion a enor e voe e 1922. Emil Ernod a voe un den a ouiziegezh vras war ar brezhoneg-krenn ha unan eus ar re en deus dastumet an anaoudegezh spisañ ha donañ en amzer-se eus istor ar brezhoneg. Bras-meurbet eo talvoudegezh labourioù Emil Ernod war dachenn ar c’hrennvrezhoneg. Mervel a reas e Sant-Brieg d’an oad a 86 vloaz, e 1938.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1875-1900[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le dialecte vannetais de Sarzeau, Revue Celtique, levrenn III, 1876-1878
  • Supplément aux dictionnaires breton, 1882
  • Mots et expressions celtiques dans le gallot des Hauts-Bretons, Revue Celtique, levrenn V, 1883
  • Dictionnaire étymologique du Breton Moyen, Thorin, Pariz, 1888
  • Glossaire moyen-breton, Bouillon, Pariz, 1895-1896
  • Petite Grammaire Bretonne, avec des notions sur l'histoire de la langue et la versification, Prud'homme, Sant-Brieg, 1897. Da vezañ sellet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2.
  • Ar groaz Doue, pe levrig an A B C’H, levr da deskiñ lenn e brezhoneg hag e latin, 1899
1900 -1937[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1901 : Étude sur la langue Bretonne. Notes d'étymologie, Sant-Brieg,
  • 1902 : Glossaire cryptologique breton, Kryptadia,  ; adembannet gant Gwennole ar Menn, Skol, Sant-Brieg, 1999
  • 1903 : Gwerziou Barz ar Gouet - Poésies bretonnes et françaises, Prud'homme, Sant-Brieg,
  • 1904 : Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes, Lafolye, Gwened,
  • 1912 : L'ancien Vers breton, Paris, Honoré Champion
  • 1915 : Hent ar Groaz, merc’hed ha bugale Frañs e-pad ar brezel,
  • 1923 : (gant F. Vallée ha M. Mordiern) Sketla Segobrani, teir levrenn, Prud'homme, Sant-Brieg,
  • 1927 : Geriadurik brezonek-gallek, Prudhomme, Sant-Brieg. Eil moulladur gant Brud Nevez, Brest, 1984.
  • 1929 : Causeries linguistiques d'un Haut Breton, Presses Bretonnes, Sant-Brieg,
  • 1931 : (gant F. Vallée ha M. Mordiern) Grand dictionnaire français-breton, Imprimerie Commerciale, Roazhon,
  • 1935 : Yalc’h Wilh pe Al loer c’hloan hag en diou skutin.
  • 1937 : Mojennou Brezonek koz ha neve ha troïdigez c'hallek - Fables Bretonnes anciennes et nouvelles avec traduction française, Sant Brieg

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Emil Ernod.