24 Gouere
Neuz
(Adkaset eus 24 a viz Gouere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| |
- 1411 : Emgann Harlaw, unan eus ar re wadekañ en istor Bro-Skos.
- 1132 : Emgann Nocera etre Ranulf II Alife ha Ruggero II, roue Sikilia.
- 1534 : gant an ergerzher Jakez Karter ez eus savet ur groaz en arvor Kanada da zisklêriañ emañ an douar da roue Bro-C'hall, Frañsez Iañ (Bro-C'hall).
- 1923 : en Emglev Lausanne eo termenet harzoù Turkia gant Gres, Bulgaria ha stadoù europat all a oa bet o vrezeliañ dre eno e-pad ar Brezel bed kentañ.
- 1932 : e Santez-Anna-Wened eo echuet sevel ar monumant d'ar soudarded vreizhat marvet e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- 1967 : e-pad ur veaj ofisiel da Ganada e tiskleir ar prezidant gall Charles de Gaulle, dirak tremen 100 000 den e Montreal : Vive le Québec libre ! (Bevet Kebek dieub !).
- 1985 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Black Cauldron e Stadoù-Unanet Amerika.
- 1990 : kondaonet eo an embregerezhioù kiriek da wallzarvoud an Amoco Cadiz da baeañ 690 milion a lurioù.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1906 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Louis Trousselier.
- 1909 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Gustave Garrigou.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1775 : Eugène-François Vidocq, avanturer gall, torfedour aet da boliser.
- 1783 : Simón Bolívar, lesanvet « El Libertador », jeneral ha politikour suamerikan.
- 1802 : Alexandre Dumas tad, skrivagner gall.
- 1824 : Robert Jones Derfel, skrivagner kembraek.
- 1852 : Emil Ernod, brezhonegour ha yezhoniour.
- 1857 : Henrik Pontoppidan, skrivagner danek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (1917).
- 1895 : Robert Graves, skrivagner saoz.
- 1897 : Amelia Earhart, nijerez stadunanat.
- 1931 : Éric Tabarly, milour er Morlu gall ha merdeer.
- 1969 : Jennifer Lopez, aktorez ha kanerez stadunanat.
- 1986 : Vougar Gachimov, mestrc'hoarier echedoù azerbaidjanat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1859 : Thomas Horsfield, mezeg ha naturour stadunanat.
- 1862 : Martin Van Buren, 8vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1936 : Georg Michaelis, kañseller Alamagn etre Gouere ha Here 1917.
- 1957 : Sacha Guitry, skrivagner, aktour ha filmaozer gall.
- 1974 : Sir James Chadwick, fizikour saoz.
- 1975 : Nikolaz Rossolimo, mestrc'hoarier echedoù ukrainat.
- 1991 : Isaac Bashevis Singer, skrivagner yidichek genidik eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh.
- 2009 : an Aotrou François Le Quémener, bet rener La Mission Bretonne e Pariz.
- 2012 : John Atta-Mills, politiker ha 3e prezidant Republik Ghana adalek 2009 betek e varv.
- 2021 : Fañch Jestin, kazetenner ha skrivagner brezhonek.