Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1909
Neuz

Dalc'het e oa bet 7vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 5 a viz Gouere hag ar 1añ a viz Eost (14 tennad-hent, 4 497 km). Evit ar wech kentañ e oa bet gounezet gant ur marc'hhouarnour estren, ar reder luksembourgat François Faber, 28,658 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, 3de, er 4re, 5vet, 6vet hag en 10vet tennad-hent.
Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg : heñvel-mik eo an hentad ouzh hini 1908.
55 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 150 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 25 a viz Gouere : 11vet tennad-hent etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; trec'h eo Louis Trousselier
Bro-C'hall. - 27 a viz Gouere : 12vet tennad-hent etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Gustave Garrigou
Bro-C'hall. - 29 a viz Gouere : loc'het 13vet hag 2l tennad-hent eus Brest war-du Caen (Calvados).
Renkadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Renk | Reder | Sponsor | Poentoù |
|---|---|---|---|
| 1añ | Alcyon | 37 | |
| 2l | Alcyon | 57 | |
| 3de | Alcyon | 66 | |
| 4re | Alcyon | 70 | |
| 5vet | Alcyon | 92 | |
| 6vet | – | 95 | |
| 7vet | Le Globe | 102 | |
| 8vet | Alcyon | 114 | |
| 9vet | – | 139 | |
| 10vet | – | 142 |
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |||||