Mont d’an endalc’had

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1911

Eus Wikipedia
Gustave Garrigou, trec'h e 1911

Dalc'het e oa bet 9vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 2 hag an 30 a viz Gouere (pemzek tennad-hent, 5 344 km). Gounezet e oa bet gant ar reder gall Gustave Garrigou, 27,322 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ er 1 hag en 13vet tennad-hent nemetken, p'en devoa Paul Duboc gounezet teir gwech (8vet, 9vet hag 11vet).

Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg. Evit ar wech kentañ e tremenas ar redadeg dre Ode ar Galibier (2 642 m) hag Émile Georget a voe kentañ reder en he lein.

Rederien 'zo o doa graet gant ur marc'h-houarn kemm tizh enlakaet warne.

Eizh reder warn-ugent hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar pevar ha pevar-ugent o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Renkadur hollek (1-10)
RenkRederSponsorPoentoù
1Gustave Garrigou Bro-C'hall Bro-C'hallAlcyon43
2lPaul Duboc Bro-C'hall Bro-C'hallLa Française61
3deÉmile Georget Bro-C'hall Bro-C'hallLa Française84
4reCharles Crupelandt Bro-C'hall Bro-C'hallLa Française109
5vetLouis Heusghem Banniel Belgia BelgiaAlcyon135
6vetMarcel Godivier Bro-C'hall Bro-C'hallLa Française141
7vetCharles Cruchon Bro-C'hall Bro-C'hallLa Française145
8vetErnest Paul Bro-C'hall Bro-C'hallAlcyon153
9vetAlbert Dupont Banniel Belgia BelgiaLe Globe158
10vetHenri Devroye Banniel Belgia BelgiaLe Globe171