Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1912
Neuz

Dalc'het e oa bet 10vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 30 a viz Mezheven hag an 28 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 289 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Odile Defraye, 27,763 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, er 7vet hag en 9vet tennad-hent, teir gwech evel Eugène Christophe (3de, 4re ha 5vet) ha Jean Alavoine (11vet, 13vet ha 15vet).
Renket e oa bet ar rederien dre ar poentoù evit ar gwech diwezhañ.
Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg.
41 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 131 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Gouere : 12vet tennad-hent etre ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Brest ; trec'h eo Louis Heusghem
Belgia. - 24 a viz Gouere : loc'het an 13vet tennad-hent eus Brest war-du Cherbourg (Manche).
Renkadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Renk | Reder | Sponsor | Poentoù |
|---|---|---|---|
| 1añ | Odile Defraye |
Alcyon | 49 |
| 2l | Eugène Christophe |
Armor | 108 |
| 3de | Gustave Garrigou |
Alcyon | 140 |
| 4re | Marcel Buysse |
Peugeot | 147 |
| 5vet | Jean Alavoine |
Armor | 148 |
| 6vet | Philippe Thys |
Peugeot | 148 |
| 7vet | Hector Tiberghien |
Griffon | 149 |
| 8vet | Henri Devroye |
Le Globe | 163 |
| 9vet | Félicien Salmon |
Peugeot | 166 |
| 10vet | Alfons Spiessens |
J.B. Louvet | 167 |
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |||||