Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1921
Neuz

Dalc'het e oa bet 15vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 24 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 484 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Léon Scieur (Ar Marc'h-du e lesanv), 24,720 km/e e dizh keitat.
Aet e oa kuit an Dro eus Argenteuil (Val-d'Oise a-vremañ) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.
Evit ar wech kentañ e oa bet staget plakennoù aluminiom pe zink ouzh marc'h-houarn ar rederien, skrivet niverenn pep reder warne.
38 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 123 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 30 a viz Mezheven : 3e tennad-hent etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Léon Scieur
Belgia. - 1añ a viz Gouere : loc'het ar 4e tennad-hent eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
Renkadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Renk | Reder | Rummad | Amzer tremenet war e varc'h-houarn |
|---|---|---|---|
| 1añ | Léon Scieur | 1 | 221e50'26" |
| 2l | Hector Heusghem | 1 | + 18'36" |
| 3e | Honoré Barthélémy | 1 | + 2e01'00" |
| 4e | Luigi Lucotti | 1 | + 2e39'18" |
| 5vet | Hector Tiberghien | 1 | + 4e33'19" |
| 6vet | Victor Lenaers | 2 | + 4e53'23" |
| 7vet | Leon Despontin | 2 | + 5e01'54" |
| 8vet | Camile Leroy | 2 | + 7e56'27" |
| 9vet | Firmin Lambot | 1 | + 8e26'25" |
| 10vet | Félix Goethals | 1 | + 8e42'26" |
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |||||