Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1914
Neuz
Dalc'het e oa bet 12vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 28 a viz Mezheven hag ar 26 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 405 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys evit an 2l gwech, 27,028 km/e e dizh keitat.
Aet e oa kuit an Dro eus Saint-Cloud (Hauts-de-Seine a-vremañ) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter. 7 gounigeg kozh a oa war ar renk :
- Louis Trousselier (1905),
- Lucien Mazan (1907) ha (1908),
- François Faber (Luksembourg) (1909),
- Octave Lapize (1910),
- Gustave Garrigou (1911),
- Odile Defraye (Belgia) (1912),
- Philippe Thys (Belgia) (1913).
Lod anezho (Faber, Lapize ha Mazan) ne vint ket adwelet ken dre ma vo kollet o buhez ganto e-kerzh emgannoù an Eil Brezel-bed a darzho ur sizhunvezh (4 a viz Eost) war-lerc'h degouezh an Dro e Pariz...
54 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 145 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 a viz Gouere : 3de tennad-hent etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Emile Engel Bro-C'hall.
- 4 a viz Gouere : loc'het ar 4re tennad-hent eus Brest war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime).
Renkadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renk | Reder | Skipailh | Amzer war varc'h-houarn |
---|---|---|---|
1añ | Philippe Thys Belgia | Peugeot-Wolber | 200e28'48" |
2l | Henri Pélissier Bro-C'hall | Peugeot-Wolber | + 1'50" |
3de | Jean Alavoine Bro-C'hall | Peugeot-Wolber | + 36'53" |
4re | Jean Rossius Belgia | Alcyon-Soly | + 1e57'05" |
5vet | Gustave Garrigou Bro-C'hall | Peugeot-Wolber | + 3e00'21" |
6vet | Émile Georget Bro-C'hall | Peugeot-Wolber | + 3e20'59" |
7vet | Alfons Spiessens Belgia | J.B. Louvet-Continental | + 3e53'55" |
8vet | Firmin Lambot Belgia | Peugeot-Wolber | + 5e08'54" |
9vet | François Faber Luksembourg | Peugeot-Wolber | + 6e15'53" |
10vet | Louis Heusghem Belgia | Peugeot-Wolber | + 7e49'02" |
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|