Lanv du an Amoco Cadiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Amoco Cadiz)
An Amoco Cadiz o vont d'ar strad

An eoullestr "supertanker" Amoco Cadiz a yeas d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978 a-dal da Borsal (lodenn gumun Gwitalmeze). 220 000 tonenn eoul-maen e oa o treuzkas, ar pezh a yeas d'ober ul lanv du eus ar gwashañ hag ar pempvet e istor ar Bed penn-da-benn. Daoust ma oa lec'hiet ar peñse e Bro-Leon, e touchas al lanv 320 km a aodoù ha 76 kumun, e Bro-Leon ha Bro-Dreger.

Brudet eo an Amoco Cadiz evit bezañ bet ar gwashañ gwalldaol ekologel e Breizh. Brudet eo ivez peogwir e voe al lanv du-se penn-kentañ ur stourm hir-hir etre ar Vretoned hag an embregerezh Amoco dirak lezioù-barn ar Stadoù-Unanet. Harozien ar stourm-se a voe Alphonse Arzel, maer Gwitalmeze, ha Jean-Baptiste Henry, eus Priel. D'ar 24 a viz Genver 1992, war-lerc'h 15 bloaz stourm eta, e voe kondaonet an Amoco da baeañ 225 million a lurioù d'ar Sindikad kemmesk a vode strollegezhioù publik Breizh (rannvro, departamantoù, kumunioù).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arzel (Alphonse), Le procès de l'Amoco Cadiz, Roazhon, Embannadurioù Ouest-France, 2004.

Rochard (Yvon), L'affaire Amoco, Telgrug, ArMen, 2005.



Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.