Lanv du an Olympic Bravery
An Olympic Bravery a oa ur goureoullestr nevez-flamm gantañ ur pavilhon Liberian. Mont a reas war ar sec'h e Bae Yusin (hanternoz Enez Eusa) d'an 23 a viz Genver 1976 p'edo gant e hent da vro Norge evit bezañ dizarmet. Ne oa eta ennañ nemet 1 200 tonennad eoul-maen evit e vont en-dro dezhañ e-unan. Dre wall an tabutoù etre ar paramantour hag ar c'hretaer, hag ivez dre wall ar Stad c'hall a felle dezhañ chom er-maez eus an afer, ne voe ket cheñchet plas d'al lestr. Siwazh, etre an 12 hag an 13 a viz Meurzh e tegouezhas ur barr-tourmant e-kichen an enez ha terriñ a ra al lestr dre an hanter. Ul lanv du a saotras neuze aodoù Eusa. Ret e oa gortoz ar 15 a viz Meurzh evit ma vo lakaet e pleustr ar plan Polmar ha naetaet an aodoù gant soudarded.
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lanvioù du e Breizh |
---|
Torrey Canyon | Olympic Bravery | Böhlen | Columbus Noumea | Amoco Cadiz | Sea Valiant | Gino | Tanio | Brea | Amazzone | Erika | Ievoli Sun |
![]() |
Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |