Tonenn (mas)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An donenn (simbol: t) a zo un unanenn vas kevatal gant 1 000 kilogram. A-wezhioù e vez graet tonenn vetrek anezhi. Daoust m'emañ an donenn er-maez eus ar sistem etrebroadel (SI) e vez implijet asambles gantañ.

Graet e vez gant tonennoù all e broioù 'zo :

  • tonenn amerikan (short ton), a dalv 907,185 kg (2000 lb)
  • tonenn saoz (long ton), a dalv 1016,047 kg (2240 lb)