Eusa

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Eusa)
Mont da : merdeiñ, klask
Eusa
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Eusa gwelet gant al loarell SPOT.
Eusa gwelet gant al loarell SPOT.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Ouessant
Bro istorel Bro Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Eusa (betek 2015)
Lokournan (abaoe 2015)
Kod kumun 29155
Kod post 29242
Maer
Amzer gefridi
Denis Palluel
2008-2020
Lec'hienn web http://www.ouessant.org
Poblañsouriezh
Poblañs 893 ann. (2012)[1]
Stankter 57 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 28′ Norzh
5° 06′ Kornôg
/ 48.46, -5.10
Uhelderioù kreiz-kêr : 30 m
bihanañ 0 m — brasañ 61 m
Gorread 15,58 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Eusa
Map commune FR insee code 29155.png

Eusa, pe Enez-Eusa, a zo un enezenn hag ivez ur gumun, e Bro-Leon, e gwalarn Breizh, e departamant Penn-ar-Bed. An enezourien a vez graet Eusaiz anezho, pe Isañviz, ha Maoutiged eo o lesanv. Lambaol eo ar vourc'h hag an tolpadur-tud brasañ.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eusa a zo un anv-lec'h deveret eus ar galianeg Uxisama, "an Uhelañ" en brezhoneg. Anvet eo Ouessant e galleg, hag Ushant e saozneg. War ar c'hartennoù kozh e kaver Heißant e nederlandeg.

Bourk Lambaol en Enez Eusa

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

COA fr Ouessant.svg «palefarzhet: ouzh 1 ha 4, en aour e dreustell en sabel; ouzh 2 ha 3, en gul.»
  • Diviz an ti-kêr: 8 a viz Ebrel 1978
  • Orin: Markizelezh e 1597 evit tiegezh Rieux?

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Meneget e voe Enez-Eusa gant Eratostene (douaroniour gresian) en trede kantved a-raok Jezuz-Krist.
  • Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh.

VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwastet e voe gant ar Saozon.

XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs.

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil Brezel-bed:

  • nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar 53th Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar 50 Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas; he c'hwec'h nijour a voe tapet d'an Alamaned[3];
  • nijerezioù aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad: d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den en e vourzh; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[4]; d'ar 6 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh; ne voe ket adkavet ar c'horfoù; d'ar 16 a viz Ebrel 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh; ne voe adkavet korf ebet[5]; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8vet Air Force, 91vet Bomb Group, 323vet Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor er Banc du Four nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh; o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alaman Focke-Wulf 190[6]; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe kavet o c'horfoù[7].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz Lambaol 19vet: delwennoù 17vet/18vet
  • Chapelioù Sant-Gweltaz ha Kêrber
  • Chapel Sant-Gwenole, kouezhet en he foull
  • Kroazioù niverus
  • Ekomirdi teknikoù ha hengounioù Eusa e kêriadenn an Niou-Uhelañ
  • Aodoù roc'hellek gant porzhioù bihan (Porzh Arlann, Porzh an Ejen, Porzh Lambaol, Porzh ar Stif, Porzh Yuzin)
  • Tour-tan ar C'hreac'h 19vet
  • Tour-tan ar Stif
  • Tour-tan Kereon
  • Tour-tan ar Gazeg Kozh
  • Milin adsavet
  • mogerioù mein anvet "ar gwaskedoù"
  • Bezioù ar C'hommonwealth e bered Lambaol
Bro Niver a soudarded
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 1 (Aluzenner)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1 (Marin a-genwerzh)
Dianv 5
Hollad 7

An aluzenner kanadian a varvas e-pad ar Brezel-bed kentañ[8] .

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Eusa

Eusa a zo un enezenn eus Breizh, er-maez da aodoù kornôg Bro-Leon. An douar pellañ eus Breizh war-du ar c’hornaoueg eo.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll ar vaered
Bloavezhioù an dilennadeg anv
1995 - Denis Palluel
1989 - 1995 Michelle Malgorn
1983 - 1989 Paul Vaillant
1965 - 1983 Marcel Ticos
1951 - 1965 François Lucas
1945 - 1951 Jeanne Berthelé
1944 - 1945 Alphonse Jacob
1944 Jean Masson
1940 - 1944 Jean-Marie Creac’h
1935 - 1940 Jean-Louis Le-Breton
1927 - 1935 Paul Stéphan
1919 - 1927 Paul Cain
1914 - 1919 Hippolyte Malgorn
1884 - 1914 Jean-Marie Malgorn
1878 - 1884 Jean-Louis Stéphan
1866 - 1878 Adolphe Belain La Motte
1865 - 1866 Louis-Marie Malgorn
1849 - 1865 Joseph-Marie Le Louet
1792 Auguste Bruno de la Salle
1790 - 1792 Michel Bon

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud interet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Yves Cozan (1939-2015), politikour, kuzulier kanton etre 1978 ha 2015.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tartan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: [1].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.