Tour-tan Kereon
![]() | |
| Lec’h | Molenez, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1916 |
| Dafar | maen |
| Emgefreekaet | 2004 |
| Uhelder | 47,25 metr |
| Uhelder diwar live ar mor | 40,9 metr |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |
| Gweladenniñ | ne reer ket |
| Annezet | n’eo ket |
| Gouloù | |
| Uhelder fokalenn | 38 metr |
| Diraez | 17 mil-mor (gwenn), 7 mil-mor (ruz) |
| Doareenn ar sinal | 0c(2+1)W R.24s |
Tour-tan Kereon zo un tour-tan savet war ur garreg anvet « Maen Teñsel » etre Eusa ha Molenez, e gwalarn Breizh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe etre 1907 ha 1916. Paeet e voe un darn vras eus al labourioù gant ur prof 585 000 lur roet gant ur vadoberourez anvet Amicie Lebaudy. Roet e voe d’an tour-tan nevez neuze anv eontr-kozh ar vaouez-se, Charles-Marie Le Dall de Kéréon, un ofiser eus ar morlu a oa bet dibennet da vare ar Spont e-pad an Dispac'h gall. Gant prof ar vadoberourez e voe gallet kinklañ diabarzh an tour-tan en un doare pompadus : mozaik er viñs, plañchod derv, marellet gant akajou hag ebena, lambruskoù derv[1].
D’ar 25 a viz Here 1916 e voe enaouet an tan kentañ. Mont a reas en-dro gant tir-eoul betek 1972, pa voe tredanekaet ar gouleier. An hini diwezhañ eo eus an tourioù-tan en donvor e Breizh, pe er Stad C’hall, da vezañ lakaaet da vont en-dro e-unan. Kement-se a c’hoarvezas d’an 29 a viz Genver 2004 ; abaoe e vez pellgontrollet diouzh tour-tan ar C'hreac'h ha n’eus gward ebet ennañ ken. Derc’hel a reer d’e dommañ ha d’e gempenn ur wech an amzer, memes tra[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Fichenn diwar-benn tour-tan Kereon, savet gant DDE Penn-ar-Bed.
- ↑ Fichenn diwar-benn tour-tan Kereon, savet gant DDE Penn-ar-Bed.

