Mont d’an endalc’had

Molenez (Leon)

Eus Wikipedia
Ur pennad Molenez zo ivez.
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Molenez
Skeudenn eus Molenez tapet eus tu ar reter.
Skeudenn eus Molenez tapet eus tu ar reter.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Île-Molène
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lokournan
Kod kumun 29084
Kod post 29259
Maer
Amzer gefridi
Didier Delhalle
2020-2026
Etrekumuniezh KK Bro an Hirwazh
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web (fr) mairie-ile-molene.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 166 ann. (2022)[1]
Stankter 231 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 50″ Norzh
4° 57′ 20″ Kornôg
/ 48.397222, -4.955556
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 26 m
Gorread 0,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Molenez

Molenez a zo un enezenn vihan e Breizh (bihanoc'h eget 1 km²), en Enezeg Molenez, er-maez da aod kornôk Bro-Leon, hag er gevred da Eusa.

Lec'hiet eo e Mor an Hirwazh, e-kreiz enezeg Molenez, a zo un 20 enezenn bennak enni, ha setu ar re vrasañ : Banneg, Balaneg, Molenez, Trielen, Enez ar C'hrizienn, Kemenez, Litiri, Morgaol, Benniged....

Molenez a zo ivez ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Evit mont eus porzh Konk-Leon betek Molenez ez eus 40 mn merdeiñ.

Bez' ez eus war-dro 15 km etre Molenez hag an douar bras. E-touez an enezennoù strewet en enezeg Molenez ez eo Molenez an hini vrasañ, met n'eo ket gwall vras e gwirionez : 1200 m a-hed dre 800 m a-led, da lâret eo 72 hektar. He lein a zo 26 m a-us live ar mor.

Ar bourk hag ar porzh a zo lec'hiet er Reter, diwallet gant al Ledenez, un enezenn vihan hag a vez kenstaget ouzh Molenez gant ur gro vili pa vez izel ar mor. E-pad ar reverzhioù bras e c'heller ivez mont war droad eus Molenez da Drielen. Er C'hornôg, dirak Enez Eusa, an douaroù zo goloet gant lanneier, ur metoù dispar ha bresk.

Enezeg Molenez

An anv "Molenez" a deufe eus "moal" hag "enez" (moal-enez) met hervez Joseph Loth, "mol" a zo deveret eus "moul" ,a dalvez evit ur run vihan. Enez-Moul a vez lavaret a-wechoù gant tud Eusa.

Mouligenn a vez lavaret ivez eus ur plac'h eus Moul.

Skoed-ardamez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E welout a c'heller war ur stalaf eus goudor ar c'hanod saveteiñ. Livet e oa bet gant Laurent Mordelet.

Diskouez a ra un eor (oc'h aroueziañ ar porzh), div vazh-eskob kroaziet (re sant Ronan, patron ar barrez) ha teir fempdelienn (oc'h aroueziañ bleunienn Molenez hag an Drinded santel). En-dro d'ar skoed ez eus div "volenenn" (bleunioù). Ar bleunioù medisinel-se a c'hell mont betek daou vetrad a uhelder. A-us d'an div volenenn ez eus ur gurunenn gant un tour-tan ha peder c'haravell evit diskouez ez eus un enezenn eus Molenez ha n'eo ket ur gêr. Dindan ar skoed e lenner ar ger latin servare, ar pezh a dalv evit "servijañ".

E-kerzh an amzerioù skorn, enezeg Molenez a oa ur gourenez bras-tre, gant ur gorread tost da 300 km². Stag e oa ouzh ar c'hevandir etre Konk-Leon ha Beg Lokmazhe. Pa c'hoarvezas teuz ar skornegoù, war-dro -10 000 kent J.-K., al lodenn vrasañ eus douaroù ar gourenez oa bet beuzet gant uheladur live ar mor ha ne oa chomet diveuz nemet un ugent enezenn bennak.

Furchadegoù renet nevez zo o deus diskouezet e oa dija tud war Molenez 5000 bloaz a-raok J.-K. En Henamzer (-400 kent J.-K.), ar C'hresianed a anaveze Enez-Eusa, ha roet o doa an anv Ouxisame dezhi.

E 1375, Tanguy Moall, aotrou Moall Enez (Molenez) ha Trebabu a zimezas gant Marie Du Chastel. E skoed a zouge tri eor merdeerezh. An armoù-se a zo neuze e-keñver ar re a zo en enezenn eus Molenez. War ar c'hartennoù eus ar XVIvet kantved, ar gerioù "Milin" pe "Melin" a dalveze kement ha Molenez.

A-raok an Dispac'h Gall e veze lâret ne oa ket posupl d'an dud chom bev e Molenez hep madoù ar roue. Met ar roue a ouie mat e oa ret dezhañ kenderc'hel da "voueta" an enezourien rak ezhomm oa anezho evit gwarantiñ surentez ar verdeadurezh 'barzh unan eus dañjerusañ kanolioù-mor a zo er bed.

Dispac'h Gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Laurent-Marie Dalener e anv[2]. Ret oa bet dezhañ mont da guzh en ur gambr toullet dindan un ti eus an enezenn, ma c'helle lidañ an oferenn. E 1797-98, dre ma oa klask warnañ, e oa aet da glask repu war ar c'hevandir, a-raok mont en harlu da Bro-Saoz. E 1804, pa voe echu strafuilhoù an dispac'h, e tistroas d'e vro c'henidik.

Kleñved-red ar c'holera e 1893

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'holera oa bet degaset war Molenez gant ur bleiner bigi a oa bet e darempred gant un den klañv e Konk-Leon e deroù miz Eost 1893. Ar bleiner a oa chomet bev met treuzkaset en doe ar bakteri marvel d'e familh hag ar c'hleñved a skignas buan dre an enezenn. Marvet oa bet 44 den e Molenez e-kerz miz Eost hag 14 ouzhpenn e Trielen. Dre ma ne oa ket a goad war Molenez evit ober archedoù, ar c'horfoù a voe beziet en douar, gronnet gant ul liñsel eeun.

Peñse an Drummond Castle e 1896

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar Meurzh 16 a viz Even 1896, ur vag saoz, an Drummond Castle, a deuas da stekiñ ouzh ur garregenn en ul lec'h anvet "chaoser ar vein c'hlas" ha brudet evit bezañ dañjerus, e kornôg an enezenn. Peder vunutenn a voe trawalc'h evit ma vefe goueledet ar vag gant 141 treizhad ha 103 den eus ar bourzhiad. Ne chomas bev nemet tri den, savetaet gant ur pesketaer eus Molenez. Ar c'hanod saveteiñ (anvet "Amiral Roussin") a zeuas er-maez evit klask tud vev all met siwazh ne gavas den bev ebet. Ar rouanez Victoria eus ar Rouantelezh-Unanet a brofas un oglenn, evit degemer an dour glav, da dud Molenez, anvet ar savetourien-vor.

Mervel a reas dek gwaz ag ar gumun, eleze 1,53% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[3].

Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

D'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 F-60-BO (marilhet 42-29620 ha kodet GY-?) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor e Benniged gant dek milour en e vourzh ; ne voe kavet korf ebet ; er memes devezh e kouezhas ur B-17 F-50-BO (marilhet 42-25422 ha kodet RD-?) er mor nepell diouzh Molenez goude bezañ bet taget gant un nijerez alaman Focke-Wulf 190 p'edo o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer ; diwar an dek nijour eus e baread e voe tapet seizh gant an Alamaned, ar c'horfoù all ne voent ket adkavet[5],[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas daou vilour eus ar gumun er Viêtnam[7].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz Sant Ronan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall, tro 1770, e oa un iliz dija er bourk, met re vihan e oa evit ar boblañs. Un iliz nevez oa bet savet e 1776, met ne badas ket 100 vloaz zoken, rak he zoenn a voe distrujet da vat e 1840. An iliz a-vremañ a zo bet savet e 1881, dindan anv Sant Ronan. Digoret e voe d'an 18 a viz Gouere 1881. D'ar mare-se e oa 583 a annezidi war an enezenn.

An dourellenn (ar semafor).

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1800, ar Morlu Broadel a zivizas sevel tourellennoù evit evezhiañ aodoù Bro-C'hall. Evit a sell ouzh Molenez, ez eo un dachenn perc'hennet gant Louis Ballut a oa bet dibabet peogwir e oa lec'hiet war pennlein an enezenn. E 1806, ar Morlu a stalias un lochenn hag ur peul bras war un dachennig a 225m². An aotrou Ballut en doa ranket gortoz daou vloaz warn-ugent a-raok bezañ dic'haouet evit dalc'hidigezh e dachennad : resevet en doa a-benn ar fin ur sammad a 172,80 Lur. An dourellenn gentañ, hep tour ebet, a chomas war-sav betek 1908, ar bloaz ma voe savet an dourellenn e anavezomp hiriv an deiz.

En tourellenn ez eus ur c'hwitellerez evit kemenn ar boblañs bewech ma vez un dañjer bennak. Ret e oa neuze d'ar boblañs kompren ster an alarm hervez an niver a daolioù-c'hwitellerez a glevent. E Molenez da skouer an dud a gomprene an taolioù c'hwitellerez e giz-se : daou daol-c'hwitellerez : sortiadenn ar Zodiac,tri zaol-c'hwitellerez : sortiadenn ar c'hanod-saveteiñ,pevar zaol-c'hwitellerez : sortiadenn ar Zodiac hag ar c'hanod saveteiñ,pemp taol-c'hwitellerez : tan-gwall.

Monumant ar re varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc’hskeudenn[8][9]. Savet e voe e 1925[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1954

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

E 1760 ne oa nemet 160 a dud o vevañ war an enezenn, ar pesketa hag al labour-douar bezhinaer a lake ar familhoù da vevañ. Da c'houlz-se, ar familhoù a oa niverus betek re niverus... ar rekord a zo 20 bugel evit un den eus Molenez dimezet div wech. Neuze, tud Molenez a wele, d'ur feson mat, ar boblañs o kreskiñ bloaz goude bloaz. En abeg d'ar c'hleñvedoù-red evel ar c'holera, ar vosenn pe kleñvedoù dibare all e veze memes tra nebeutoc'h a dud e-pad prantadoù berr.

Niver an annezidi a greskas betek 1921 : er bloaz-se e oa 673 a annezidi. Abaoe, an niver-se a zo aet war zigresk ha, siwazh, hiriv an deiz, ne chom nemet un tammig muioc'h eget 200 annezad war an enezenn. An dispartioù, diskar ar pesketañ, koshadur ar boblañs, an diouer a zimezioù hag a c'hanedigezhioù eo an abegoù anat eus digresk ar boblañs.

Ar vuhez e Molenez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad tud, en o zouez re al leti-preti, a vev hervez eur an heol. Ar re all a ra hervez an eur ofisiel.

Tredan, dour ha lastez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mekanik d'ober tredan (bouetet gant gazeoul) oa bet staliet war an enezenn e 1938. D'ar mare-se, ne veze tredan nemet e-pad un nebeud eurvezhioù bemdez. En deiz hiriv, Molenez a resev war-dro 20 tonenn gazeoul bep sizhun, dreist-holl evit boueta an teir zredanerez ac'h a en-dro war an enezenn. A-benn espern an energiezh eo bet goulennet gant ar c'huzul-kêr e vefe pourvezet ar gumun gant lampoù bevezadur izel evit ar goulaouiñ publik. Broudet e vez ivez an annezidi da zispign nebeutoc'h an energiezh dre adwelet difuadur o zi ha, diouzh ma vezo, da broduiñ energiezh o-unan gant panelloù fotovoltaek pe tourioù avel.

Dastumet e vez an dour glav en ur mell penton 1500 m³. Ar brasañ eus an tiez o deus ivez ur penton glav a-hend-all. E 1989, an enezenn oa bet reuziet gant ur sec'hor vras ha ranket e oa bet goulenn e vefe degaset dour eus an douar bras. Prestik goude, ur sourser galvet gant kentañ eil-maer ar gumun, en doa kavet dour mat da evañ en hanternoz an enezenn. A-drugarez dezhañ, an enezourien n'o deus aon ken d'en em gavout berr gant an dour ha priz an dour e Molenez a zo teir gwech marc'hadmatoc'h evit war an inizi amezek.

War-dro 100 tonenn lastez-ti a vez produet bep bloaz gant an annezidi. Abaoe 2008, al lastez a vez drailhet, mac'het ha berniet en ur greizenn treizhid a-raok bezañ kaset war an douar bras gant ul lestr-karg.

An tachennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare Loeiz XIV, tud Molenez ne baeent tailh ebet, peogwir e heñchent ar bigi betek Brest.

An tachennoù a zo parkoù bihan, hag a zo bet roet d'an dud eus Molenez evit diorren o legumaj hag o ed evit gallout bevañ, da lâret eo boueta al loened hag o familh. Kavet e veze an tachennoù-se er su an enezenn. Pep perc'henn en doa un dachenn bevennet gant ur maen-bonn.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Molenez er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.