Dumed

Eus Wikipedia

Enez Dumed zo un enezenn vihan (8 hektar) dirak aod gourenez Gwenrann, etre aber ar Gwilen ha hini al Liger. Stag eo ouzh kumun Penc'herieg, el Liger-Atlantel.

N'eus den ebet o chom war an enez, met e-pad meur a gantved eo bet implijet a-vareoù, da lec'h-repu gant morlaeron, ha da lec'h-difenn gant ar morlu, abalamour ma oa lec'hiet-mat, e-kreiz ur mor darempredet stank gant bigi-kenwerzh.

E 1990 e oa bet prenet gant ar c'h-Conservatoire du Littoral (Mirva an Aodoù). E-leizh a evned-mor (gouelini dreist-holl) a vez o neizhiañ eno.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War geriadur L'Armerye e kaver meneg eus ur stumm brezhonek Audumm hep na oufed dre sur hag ur stumm reizh pe anavezet mat e oa pe ne oa ket, lakaet kevatal d'ar "galleg" «Audumet»[1].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Tattevin, L'île Dumet, Gwenrann, C. Benoistel 1953.
  • Konopka Bogdan, L'île Dumet, Paris, Marval, 1995.
  • Emile Dutertre, Les mystères de l'île Dumet, Ar Baol, Ed. des Paludiers, 1975. ademb. 1980.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. En dehors sont Houatt, Hédic, Meaban, Audumet: E’rmæss à Vorbihan é ma, Hoatt, Heidicq, Mæban, Audumm (pennad "Vannes")


Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.