Enez Ilieg

Enez Ilieg[1],[2],[3],[4] (Illiec e galleg) zo un enezennig a 12 devezh-arat en arvor kumun Perwenan[5], e Treger. Gwezek eo, hag un ti zo warni, gant ur chapelig, savet en XIXvet kantved.
Hirik eo stumm an enez, eus an hanternoz anezhi d'ar c'hreisteiz. Dre un erv vili eo stag ouzh an inizi Baelaneg hag Ozhac'h, pelloc'hik er c'hreisteiz.
Lec'hanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwallit: ne ro ket al listennad-mañ an anvioù hervez o reizhskrivadur brezhonek
- Roc'h ar Wrac'h, beg er reter;
- Enez Hir ;
- 'Men-Renoter' :
- Roc'h ar Big.
- 'Gwaz Enez Siliek'.
- 'Graou Enez Siliek'.
- 'Porsz Enez Siliek'
- 'Gwenezennou Enez Siliek'
- 'An Trez Ledan'.
Perc'henned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-raok 1860 e oa perc'hennet an enez gant an tiegezh Portal de Goasmeur. War-dro ar bloaz-se e voe prenet gant ar sonaozour gall Ambroise Thomas (1811-1896).
E 1938 e voe prenet gant an aerloman stadunanat Charles Lindbergh, c'hwec'h vloaz goude skrapet e vab digantañ, e 1932. E miz Ebrel 1939 e tistroas da SUA, goude aloubet Tchekoslovakia gant arme an Trede Reich. Ur monumant da Lindbergh zo en enez[6].
Prenet eo bet abaoe gant an tiegezh Heidsieck. Mignon e oa Charles Heidsieck d'an tiegezh Carrel. Meur a wech e oa bet pedet Charles Heidsieck gant Alexis Carrel war Enez Gweltaz ma teue da hañviñ abaoe 1922.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Kartenn Breizh 1/250.000vedenn Blay Foldex, Ofis ar Brezhoneg, 2003; Kerofis, Ofis Publik ar Brezhoneg [1]
- ↑ Lec'hanvadur Breizh Répertoire bilingue des noms de lieux de Bretagne, Skol-Uhel ar Vro, 1993, p.47.
- ↑ Jean Le Dû, Le trégorrois à Plougrescant, dictionnaire breton-français, Emgleo Breiz, 2012, p. 14 (skrivet «Enez Illieg» gantañ).
- ↑ Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p.70.
- ↑ Kartenn eus ar gumun: [2]
- ↑ Diwar-benn an enez: [3]
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |