Enez Vaodez
Enez Vaodez a zo un enezenn er c'hornôg da Enezeg Briad, dispartiet diouti gant Kanol an Trev. Lodek eo an enez e kumun Lanvaodez, e Treger eta.
Eno eo e teuas sant Maodez da benitiañ. Gant Budog (pe Beuzeg) e savas un ti-pediñ, ha chom a ra un toullad dismantroù, en o zouez un dra a vez graet Forn Vaodez gant an dud.
Naered a-leizh a oa en enez evit doare, hag argaset e voent gant pedennoù ar sant hervez ar vojenn.
Hiziv eo bet prenet an enez gant ur mondian hag a chom kuzh e anv(Daveoù a vank). Goude ma'z eo difennet groñs sevel tier eno, hervez al lezenn a warez an arvor, en deus graet, ha goloet al labour dindan lienoù bras(Daveoù a vank). Hervez kazetennoù ar c'hornad ez eus bet savet meur a di ha poull-neuial(Daveoù a vank). N'ouzer ket ha n'eo ket bet distrujet gantañ Forn Vaodez (Daveoù a vank).
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ann Dornier, db an enez, en Annales de Bretagne, e 1978 : http://www.persee.fr/doc/abpo_0399-0826_1978_num_85_1_2920
- Ti da feurmiñ en enez : https://www.abritel.fr/location-vacances/p1220682