Enez-Sun
Tachenn obererezhioù | melestradurezh publik hollek ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Île-de-Sein ![]() |
Diellaouet gant | Departmental archives of Finistère ![]() |
Anv annezidi | Sénans, Sénanes ![]() |
Stad | Frañs ![]() |
E tiriad | Kanton Pontekroaz, Penn-ar-Bed, arondisamant Kemper ![]() |
Pastell-vro votiñ | kanton Douarnenez ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°2′10″N 4°51′4″W ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer Enez-Sun ![]() |
Penn an aotrouniezh | Dominique Salvert ![]() |
Furm lezenn | kumun ha kumun nevez ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 ![]() |
Prizioù resevet | Companion of the Liberation, Croix de guerre 1939–1945, Médaille de la Résistance ![]() |
Kod-post | 29990 ![]() |
Niverenn bellgomz | +33-2-98-70-90-35 ![]() |
Postel | mailto:mairie.ile.de.sein@orange.fr ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.mairie-iledesein.com ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Île-de-Sein ![]() |

Enez-Sun zo un enezenn er c'hornôg da Vreizh e departamnt Penn-ar-Bed hag ur gumun ivez. Suniz a reer dre vras eus annezidi Enez-Sun, hag Enezourien en enez. E kostez Leon e vez distaget "Sizun" pe "Suzun"[1].
-
Lec'hiadur
-
Banniel
Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a anv zo bet da Enez-Sun a-dreuz an Istor.
- 43 : Sena (Pomponius Mela)[2]
- 1050 : Insula Seidhun (diellaloueg Landevenneg)[3]
- 1160 : (Kap) Sithun (diellaoueg Kemper)[4]
- 1220 : (Cap) Sidun (diellaoueg Kemper)
- 1524 : Île de Sizun
- 1600 : Île Sainct
- 1682 : Île Saincte ou aultrement Sizun
- 1716 : Seizun, Sisun, Susun (Dictionnaire de la Langue bretonne Dom Louis Le Pelletier)[5]
- 1732 : Enès Sizun (Dictionnaire François-Celtique ou François-Breton Gregor Rostrenenn)[6]
- 1751 : Isle de Sizun (Encyclopédie Denis Diderot)[7]
- 1799 : Enez Sizun (Antoine-Jean-Marie Thévenard, Mémoire relatif à la marine, levrenn 2)[8]
- 1843 : Enez Sizun (Nouveau dictionnaire pratique breton-français"" Amable-Emmanuel Troude)[9]
- 1872 : Enez-Sun diwar -Sizun (R.F. Le Menn in Revue Archéologique, levrenn 23, 1872, p. 52)[10]
- 1913 : Enez-Sûn (Charles Le Goffic, in : La Dépêche de Brest, niv. 10 066, 24/02/1913, p. 1)[11]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hyacinte Le Carget, istorour eus Ar C'hab en deus renablet unnek lec'h en enezenn ma chom roudoù eus mare an oadoù mein[12]. Distrujet eo bet an testoù-se en dibenn an XIXvet kantved. Hiziv ne weler nemet daou vaen-sav e-tal an iliz, anvet Ar Fistilherien[13] pe Ar Bregourien[14].
- An douaroniour roman Pomponius Mela en doa graet meneg er bloaz 43 eus un enezenn anveet Sena e-tal ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ. Deskrivañ a ra Pomponius Mela Enez-Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized. Nav gwerc'hez, drouizezed anezho, a vije bet o chom war an enezenn.
- Ul lodenn eus douaroù ar boblad c'halian Osismied e oa Enez-Sun d'ar mare-hont.
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammet ouzh Enez-Sun eo buhez sant Wenole. Lavaret e vez en dije savet ur prioldi eno a-raok mont da Landevenneg da grouiñ an abati. Diarvar eo e oa perc'hennet an enez gant an abati. Un dle a 150 merluzenn o doa ar besketaerien da gas d'ar manati bep bloaz. Meneget eo an enez e diellaoueg Landevenneg dindan an anv Seidhun, deuet da vezañ Sidun ha Sizun pelloc'h e diellaoueg Kemper.
Dindan paeroniez sant Ke e oa an iliz-parrez betek dibenn an XIXvet kantved. Adanvet eo bet an iliz e 1902 ha laaket dindan paeroniezh Ke ha Gwenole. Un tamm askorn eus relegoù sant wenole a zo dalc'het en iliz parrez.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Normant ha Le Guillou, kureed[15].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Da heul de Gaulle
- 1 300 den a oa o chom en Enez da vare ar brezel ; 341 a oa enskrivet war roll ar besketaerien. E-tro 230 anezho zo bet galvet da vont d'an arme e miz Gwengolo 1939, ar pezh en deus lakaet 40 % eus ar bagoù-pesketa war ar sec'h, d'ar mare-se.
- D'an 19 a viz Even 1940, p'edo an Alamaned oc'h aloubiñ Breizh, ar vag Ar Zenith a gasas d'an Enez un toullad soudarded ha tud yaouank eus ar C'hab Sizun, c'hoant gante da genderc'hel da stourm. Martoloded Ar Zenith, gant o mestr Jean-Marie Menou, a voe ar re gentañ eus Enez Sun o vont da Vro-Saoz da gas soudarded.
- Rouanez ar Mor Prosper Couillandre ha Velleda Jean-Marie Porsmoguer, eo an div vag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940. Gante e oa 57 enezad mui un toullad siviled all. Broudet e oant bet gant galv ar jeneral de Gaulle da genderc'hel gant ar stourm.
- Corbeau des Mers Pierre Couillandre, Maris Stella Martin Guilcher ha Rouanez ar Peoc'h François Fouquet eo an teir bag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Enezour en holl a oa e bourzh ar pemp bag-se.
- 4 den all a loc'has eus Brest e bourzh ul lestr marc'hadour d'ar 25 a viz Even 1940.
- 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all.
- 5 martolod-pesketaer a loc'has eus Enez-Sun e bourzh ar vag Yvonne-Georges d'an 3 a viz Here 1943.
En holl e voe 133 Sunad nann-soudard oadet etre 16 ha 54 bloaz, ha 24 soudard eus gwarnizon an Enez oc'h erruout e Londrez, da lavaret eo 25% eus ar youlidi a oa eno ; n'eus enezenn all e Breizh ma'z eo en em gavet hevelep lusk da vont d'ar brezel. D'ar 5 a viz Gwengolo 1946 ec'h eas ar jeneral de Gaulle d'an Enez da saludiñ kentañ soudarded ar Forces françaises libres : "Ur c'hard eus Bro-C'hall eo Enez-Sun," emezañ[17]. Perzh brasañ paotred an Enez eo bezañ lakaet o anv da vont gant de Gaulle da dra ma tec'he kuit da Varoko 95% eus ar soudarded c'hall a oa e Breizh-Veur d'ar mare-se ; er Morlu e servije ar braz anezho.
- D'an talbenn
E dibenn ar bloaz 1940, meur a vartolod eus an Enez o deus kaset spierien d'ar vro gant o bagoù dre lien. An hini brudetañ anezho eo François Follic, en deus kaset tud dre bemp gwech d'ar C'hab Sizun evit krouiñ kentañ strollad Rezistanted ar vro dindan renerez ar c'habiten korvetenn Honoré d'Estienne d'Orves (1901-1941). Paket int bet holl ha tri martolod eus an Enez zo chomet da louediñ e toulloù-bac'h an Nazied en Alamagn.
Tri den eus Enez-Sun : Félix, Martin hag Anne-Marioe Guilcher zo brudet e kreiz Bro-C'hall evit endevout savet ha renet ur strollad rezistanted tro-dro da Dours ha da Châteauroux.
- Fin ar brezel
E-pad pevar bloaz e chomas an Alamaned war an Enez, eus an 18 a viz Gouere 1940 betek ar 4 a viz Eost 1944. Pulluc'het o deus tour-tan Goulenez ha tour-ged ar Geveur a-raok mont kuit. D'ar mare-se e voe savet en Enez un unvez eus an FFI, a yeas da sikour derc'hel an Alamaned e andread an Oriant ha Sant-Nazer.
Paotred an FNFL o deus dalc'het penn ouzh an Alamaned betek fin ar brezel ha n'int distroet nemet en hañv 1945. Kollet o deus 18 den ha padal 33 den eus an Enez zo marvet er brezel, soudarded ha siviled. Enez-Sun eo ar gumun nemeti ma'z eus bet muioc'h a soudarded marvet en Eil Brezel-bed (27) eget er Brezel-bed kentañ[18].
Peuzplaen ez eo aet an traoù war an Enez. Distroet eo ar soudarded goude an ehan-brezel e miz Even 1940, hag ar peskerezh a ya en-dro. Buan avat o deus gouezet an Alamaned buan e Enez-Sun un neizhiad aduidi ar jeneral de Galle, setu m'o deus ranket an Enezourien gouzañv hogos kant soudard war an Enez a-hed ar brezel. Trubuilhoù zo bet evit mont da besketa, minet eo bet darn eus an aodoù ha danzouarennoù (Blockhaus) zo bet savet. Deuet oa ar vizer war an Enez e dibenn ar brezel, betek lakaat tud da vervel gant an naon.
- Merval a reas 32 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[19].
Brezelioù didrevadennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas ul letanant bet ganet er gumun e miz Meurzh 1959[20].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
- Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
- Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
- Chapel en he foull Sant Kaourintin.
-
Ar Bregourien
-
An ti-post
-
Tour-tan bras Enez-Sun
-
Enez Sun III, ar vag a gas an dud da Enez-Sun
-
Tour-tan Maen Brial
-
An iliz katolik
-
Chapel Sant-Kaourintin
-
Plakenn e koun galv de Gaulle d'an 18 a viz Even 1940
Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
E-kerzh ar Brezel-bed kentañ, al lestr-kenwerzh breziveuriat S.S. War Song war e zistro eus Bilbo d'ar 15 a viz Genver 1918 a voe kaset d'ar strad gant tennoù al lestr-spluj alaman U 84 (Walter Roehr), 19 kilometr er c'hornôg da Enez-Sun [21], [22],[23].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Enes-Sun 8 km rik er c'hornôg a-vaez da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet en Enez-Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'herreg-tarzh pellañ eo bet savet en {{XIXvet kantved]] tour-tan ar Maen.
Sun ivez eo anv ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab e genoù an holl).
Rust e vez ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.
- Gorread : 0,58 km²
- Poblañs (2020) : 266 a dud
- Stankter : 459 den/km²
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maer : Didier Fouquet (2020-2026)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Auffret, Pierre-Louis & Bresson, P. 19juin 1940... Ar Zénith, en route vers la liberté !. Éditions Bleu b., 2016.
- Auffret-Quintin, Jane. Vivre autrefois à l’île de Sein. Brestr : Imprimerie De L'Iroise, 1994
- Bataillard, Michel. Une histoire de l’île de Sein, 2012
- Bauche, Jacques). Jean-Marie de l’île de Sein. Paris : Éditions France-Empire, 1967
- Bauche, Jacques. Le ralliement de l’île de Sein. In : Revue de la France Libre, niv. 156bis, 1965
- Cressard, Pierre). Le paradis tranquille des petites îles. Roazhon, 1951, pp 66-84
- Doaré, Jean-Jacques & Le Berre, Alain. Pointe de Cornouaille 1939-1944. Ploeneg : Éditions AS3P, 2006 (ISBN 978-2-9524073-0-4)
- Duigou, Serge & Le Boulanger, Jean-Michel. Cap Sizun. Kemper : éd. Palantines, 2005, p. 152-153.
- Fagon, Christian & Riou, Yann. Trésor du breton de l'île de Sein. Naoned : An Alarc'h, 2015 (ISBN 978-2-916835-67-9)
- Fondation de la France Libre. Hommage aux Français Libres de l'ïle de Sein qui ont refusé la défaite. Paris, 2022
- Fouquet, Jos. Île de Sein, promenades et découvertes, pp. 34-36. Enez-Sun: emembann.
- Fouquet, Jos. Ceux du 18 juin 1940. Enez-Sun : emembann.
- Gicquel, Roger. Sein – L’éternelle résistante. Roazhon : Éditions Apogée, 1998 (ISBN 978-2-84398-006-0)
- Herve (Colonel). L’île de Sein répond à l’appel. In : Revue historique de l’armée, niv. 3, 1970, pp. 129-134.
- Kersulec (P.Y),Riou (Y), Paroles de Sénans – La pêche. Fouenant : Yoran Embanner, 2022 (ISBN 978-2-36785-051-1)
- L’écho des îles Bulletin des îles du Ponant, 1993-1995
- Le Barbier, André-Gaston. Les conditions de vie à l’Île-de-Sein
- Le Cunff, Louis & Richard, Stanislas. Sein, l’île des trépassés. Paris : Éditions A. Bonne, 1959
- Le Naour, Jean-Yves &al. Les compagnons de la libération : l’île de Sein. Charnay-lès-Mâcon : Bamboo Éditions, 2022 (ISBN 978-2-8189-6943-4)
- Lescoat, Jacques. Sein est son nom. Roazhon : Éditions Finisterre, 2000 (ISBN 978-2-9512072-3-3)
- Mallet, Franck. Sein ou le voyage sans retour. Assérac : Éditions Mémoria, 2001 {(ISBN 978-2-911526-35-0)
- Marin, Jean & Bancaud, Henri. Île-de-Sein. Roazhon : Ouest-France, 1992
- Mouez Enez Sun Bulletin paroissial de l’île de Sein
- Mouez Enez Sun Bulletin associatif 1997- 2005
- Ollivier, Jean-Paul. Sein, 18 juin 1940 – Ils étaient le quart de la France.... Kemper : Palantines, 2013 (ISBN 978-2-35678-083-6)
- Mazéas, Michel. Les houles de la mer d’Iroise. Roazhon : Ouest-France, 2003 (ISBN 978-2-7373-2643-1)
- Pichavant, René. Sein, l’île des cormorans bleus. Douarnenez : Éditions Morgane, 1991 (ISBN 978-2-298-04831-5)
- Portais, Pierre. Île de Sein, une paroisse des histoires. Enez-Sun : Mouez Enez sun, 2002
- Richard, Stanislas. Île-de-Sein, 1954
- Rouz, Bernez. Sein, une île de résistances. Gourin : Éditions des Montagnes noires, 2023 (ISBN 979-1097073961)
- Salaun, Pierre. Île de Sein. Roazhon : Ouest-France, 1997
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Enez-Sun war lec'hienn Geobreizh
- Lec'hienn Ar Zenith
- INSEE
- Kentañ beaj ar vag en Enez-Sun
- Ar jeneral de Gaulle en Enez-Sun
- Enor d'ar jeneral de Gaulle en Enez-Sun
- 50 vloaz goude galv ar jeneral de Gaulle
- Ur person en Enez-Sun
- Pajenn diwar-benn an enezenn war lec'hienn Urzh an Dieubidigezh
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Fagon & Riou, op. cit.
- ↑ (la) Pomponii Melæ de situ orbis libri iii
- ↑ (la) [De conloqvio Gradloni apvt sanctvm Wingvaloevm
- ↑ (la) Gallica
- ↑ E 1752 : p. 804
- ↑ Gallica
- ↑ (fr) Levrenn XV
- ↑ (fr) p. 20
- ↑ P. 568-a en ebannadur 1876, adembannet e 1979 gant Joseph Floch e Mayenne.
- ↑ (fr) La cité des Osismii et la cité des Veneti
- ↑ (fr) L'île des sept sommeils
- ↑ Hyacinthe Le Carguet, L'île de Sein aux temps préhistoriques, in : Géographie de la Gaule romaine, 1897, pp. 357-368
- ↑ Ernest Desjardins, Géographie de la Gaule romaine, levrenn 1, p. 307
- ↑ H. Le Carguet, 1897, Anatole le Braz, 1913, ha Mab bihan Yann ar fakteur, in Enez Sun, Arvor, 5 here 1941, p.2.
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, p. 50.
- ↑ Henri Amouroux, La vie des Français sous l'occupation. Paris : J'ai lu, 1969, p. 157 (ISBN 979-10-94787-42-7)
- ↑ (fr) Hommage du général de Gaulle à l'Ile de Sein. Kavet : 20/09/2023.
- ↑ Dantec, Ronan. Bretagnes du XX siècle. Roazhon : Ouest-France, 2010 (ISBN 978-2-7373-5138-9)
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Naufrages & épaves au Ponant
- ↑ (en) Commonwealth War Graves Commission
- ↑ (fr) Enez Sun
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |