Park an Arvorig

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Park an Arvorig
Beg Penn Hir.
Beg Penn Hir.
Anv(ioù) all Park natur rannvroel Arvorig
Anv gallek Parc naturel régional d'Armorique
Geografiezh
Stad Frañs Frañs
Bro Breizh Breizh
Broioù hengounel Banniel Kerne Kerne, Banniel Bro-Leon Leon,

Banniel Treger Treger

Departamant  Penn-ar-Bed
Daveennoù lec'hiañ 48° 15′ 23″ N, 4° 27′ 55″ K
Kêrioù pennañ Ar Faou, Kastellin, Kraozon
Gorread 1 250 km²
Poblañs 63 560
Melestradurezh
Seurt Park natur rannvroel
Krouidigezh 30 a viz Gwengolo 1969
WDPA 6295
Melestradurezh Fédération des parcs naturels régionaux de France
Lec'hienn ofisiel www.pnr-armorique.fr

Ur bastell-vro, dezhi 172 000 hektar war 44 c'humun e Penn-ar-Bed eo Park an Arvorig, pe Park natur rannvroel Arvorig[1]. Krouet e oa bet e 1969 gant ul lezenn dindan anv Parc naturel régional d'Armorique (PNRA). E Bro-C'hall ez eus bet krouet 44 park naturel rannvroel evit ma vo gwarezet an endro hep ma vo difennet d'an dud bevañ ha labourat enno (ar c'hontrol bev eus reolennoù strizh a gaver er parkoù broadel).

Park an Arvorig

Emellout a ra er Park 44 c'humun, rak lakaet eo bet kêr Vrest evel kumun kevreet e mare ar c'hrouadur hag 4 all a zo bet degemeret evel kumunioù kevreet : Landerne, Kastell-Nevez-ar-Faou, Karaez ha Kastellin.

Logo Park an Arvorig

Daveiñ a ra anv ar Park d'an Arvor, muioc'h eget d'an Arvorig hag a zo un anv kozh deuet eus an Henamzer ha roet da Vreizh a-raok ma teuas enbroidi eus Enez Breizh-Veur. Ha gwir eo e ra ar mor ur gouriz da veur a gumun pa'z eus inizi hag inizigoù e-leizh (en-dro da Enez Eusa, Molenez hag Enez-Sun) hag ur c'hourenez vras, hini Kraozon.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]