Mont d’an endalc’had

Paludoù Gwenrann

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Paludoù Gwenrann
Oglennoù diaezhennañ e paludoù-holen Gwerrann.
Oglennoù diaezhennañ e paludoù-holen Gwerrann.
Anv gallek Marais salants de Guérande
Geografiezh
Stad Frañs Frañs
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 47° 17′ 47″ N, 2° 27′ 13″ K
Kêrioù pennañ Gwerrann
Gorread 52 km²
Lodenn eus Paludoù Gwenrann hag ar Mès
Melestradurezh
Seurt Paludoù-holen
Krouidigezh dianav
WDPA 95335
Gwarez Lec'hienn rummet (1996)

Paludoù-holen Gwenrann[1] (paludoù Gwenrann, pe Gwerrann, a vez graet diouto ivez), zo un takad paludoù-holen e kumunioù Gwerrann, Bourc'h-Baz, Ar Groazig hag An Turball, e kornôg Bro-Naoned hag al Liger-Atlantel, e Breizh.

Un ugent kilometr bennak en norzh da baludoù-holen Gwenrann emañ paludoù ar Mès.

Geografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn ar paludoù-holen war OpenStreetMap.

Al laboused, al loened hag ar plant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar paludoù-holen zo lec'hioù hag a blij kalz d'al laboused, abalamour ma kavont enno lec'hioù evit neizhañ, boued evit en em vagañ ha kornioù evit diskuizhañ. An dra-se zo kaoz e vev e-leizh a laboused e paludoù-holen Gwenrann : evned hag a chom da neizhañ e-pad ar bloaz, re deuet da c'hoañviñ ha re hag a dremen nemetken. Seul vuioc'h a laboused a vez e kornad Gwenrann ma'z eus meur a dakad gleb ha gouez nepell e gevred Breizh : aber al Liger, hini ar Gwilen, geunioù ar Briver, al Lenn Veur, ar Mor Bihan.

Abaoe penn-kentañ an XXvet kantved ez eus bet kontet ouzhpenn 180 spesad laboused e paludoù-holen Gwenrann, en o zouez 72 spesad neizhiat. Evit gwareziñ al liesseurted naturel-se e oa bet anavezet ar c'hornad evel Takad pouezus evit mirerezh an evned e 1979, un anvadur etrebroadel diazezet war Kendivizad Ramsar[2]. Da neuze e oa bet meneget c'hwec'h spesad laboused – an avoseted, ar bronnlazed, an herlegoned bihan, ar skouled-korz, ar skraviged hag ar spanelled gwenn. E-mesk ar spesadoù all a weler ar muiañ emañ ar garrelied du, an houidi, arjualenned, ar c'hefeleged-mor, ar c'herc'heized louet, ar morbiged, ar morlivided, ar panured mourraouek, ar rouzeganed-korz... Laboused hir o beg, o gouzoug pe o favioù eo ar braz anezho, abalamour da c'hallout en em ziblasañ hag en em vagañ er paludoù-holen.

Un herlegon bihan e paludoù-holen Gwenrann.

Evit ar plant hag al loenned all eo liesseurt-kenañ paludoù-holen Gwenrann. Setu un nebeud spesadoù ordin enno :

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]