Ar Baol-Skoubleg
(Adkaset eus Ar Baol)
Ar Baol-Skoubleg | ||
---|---|---|
An aod. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | La Baull-Escóblac | |
Anv gallek (ofisiel) | La Baule-Escoublac | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Ar Baol-Skoubleg (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44055 | |
Kod post | 44500 | |
Maer Amzer gefridi | Franck Louvrier 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Kab Atlantel | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.mairie-labaule.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 16 160 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 728 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ 1 m — brasañ 55 m | |
Gorread | 22,19 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Baol-Skoubleg a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Ur gêr gouronkañ war Aod ar Garantez eo. Brudet eo he bae hag an hir a draezhenn a-hed dezhi eus Pornizhan d'ar Poulgwenn. Ur gêr douristel-tre eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Baol-Skoubleg zo da 19 km eus kornôg Sant-Nazer, 66 km eus Gwened, 77 km eus Naoned ha 121 km eus Roazhon.
- Ar c’humunioù tro-dro d’ar Baol-Skoubleg zo ar Poulgwenn, Pornizhan, Sant-Nazer, Gwenrann ha Sant-Andrev-an-Doureier.
- An draezhenn zo ouzhpenn 8 kilometr a-hed. Dre ma oa un draezhenn gromm brav-tre e voe dibabet gant an Aotrounez Darlu hag Hennecard e dibenn an XIXvet kantved evit sevel ur gêr gouronkañ nevez.
- Brudet-tre an draezhenn Benoît evit he zraezh munut. Ul lodenn eus ar gumun zo lec’hiet war un tevenn.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) : Scublaco, v. 1040; Ecclesia Episcopi Lacus quam lingua brittanica Escoblac appellant, 1073; Escoublac, 1287; Escoublat, 1433; Escoublac, 1630"
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville ha Varin : Escop-lac = Lenn an Eskob.
- Evit Ao. de Blois, meneget gant Marteville & Varin, lac a dalv kement ha traezh, ha memes lonktraezh.
- Embannadurioù Flohic : "eus bôle, dichaladurioù kaset gant ar mor, ha latin escubia, post gward, hag aqua, dour".
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"en glazur, e dostal kommant en aour leinet gant ur moug-heol ivez en aour; e gab en erminoù"
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ar Baol-Skoubleg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Sant-Nazer hag e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. E 1801 e voe lakaet e Kanton Gwenrann[2].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pornizhan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pornizhan e 1900 diwar ul lodenn eus kumun Sant-Nazer hag ul lodenn eus kumun Ar Baol-Skoubleg[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 148 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,42% eus he foblañs e 1911[4].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Implijet e voe nijva Skoubleg gant al Luftwaffe (aerlu alaman) pa voe bet trec'het Bro-C'hall[5].
- D'an 13 a viz Mae 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Bristol Blenheim IV marilhet V6430 ha kodet UX-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus ar Baol-Skoubleg; mervel a reas e dri nijour, daou anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar 25 a viz Meurzh 1942 e kouezhas un nijerez (Wellington II marilhet W5578 ha kodet PH-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Skoubleg; mervel a reas pevar nijour, douaret e voent e bered "Pont du Cens" en Naoned; an daou nijour all a voe serret gant an Alamaned; d'ar 16 a viz Ebrel 1942 e kouezhas ur c'harr-nij (Wellington III marilhet X3417 ha kodet GT-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus Skoubleg; mervel a reas e seizh nijour[6]; d'an 3 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e koad Skoubleg; seizh nijour a voe lazhet, tapet e voe an tri all eus e baread gant an Alamaned[7]. D'ar 29 a viz Even 1943 e kouezhas un nijerez Messerschmitt Bf 109 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) etre ar Baol ha Sant-Nazer; mervel a reas he nijour, douaret e voe e Pornizhan[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou vonumant ar re varv, er Baol hag e Skoubleg.
Bered ar C'hommonwealth:Commonwealth War Cemetery Escoublac-la-Baule[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
3 |
![]() |
325 |
Hollad | 358 |
Ur vered ag an Eil Brezel Bed eo[9].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered | |||
Maread | Anv | Strollad | Perzh
|
---|---|---|---|
1790-1791 | Mathurin Phelippes de Beauregard | ||
1791-1795 | Julien Texiouer | ||
1800-1815 | Pierre Chaffiraud | ||
1815-1816 | de Sécillon | ||
1816-1826 | Louis Le Pourceau de Tréméac | ||
1826-1831 | Olivier Berthaud | ||
1832-1835 | François Pierre Dauce | ||
1835-1837 | Jacques Olivier | ||
1837-1848 | François Pierre Dauce | ||
1848-1852 | Pierre Berthaud | ||
1852-1870 | Etienne Breny | ||
1870-1871 | Jean Marie Le Gall | ||
1871-1876 | Etienne Breny | ||
1876-1884 | François Athanase Durand | ||
1884-1891 | Jean François Sohier | ||
1891-1900 | François Athanase Durand | ||
1900-1917 | Edouard Trabaud | ||
1917-1925 | André Pavie | ||
1925-1935 | Roger Maury de Lapeyrouse Vaucresson | ||
1935-1939 | Louis Lajarrige | ||
1939-1945 | Marcel Rigaud | ||
1945-1971 | René Dubois | ||
1971-1995 | Olivier Guichard | RPR | Maodiern |
1995 | Yves Métaireau | UMP | |
2020 | Franck Louvrier | LR |
Ger-stur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Labor, Sol et Mare Fulgeant in unum
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jumping etrebroadel Frañs, unan eus kevezadegoù brasañ lammoù dreist-skoilhoù er bed,
- Triatlon Ar Baol a vez bep miz Gwengolo,
- Tro Bro-C'hall e marc'hhouarnerezh :
- 27 a viz Mezheven 1965 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia).
- 28 a viz Mezheven 1965 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Ar Baol-Skoubleg war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime).
- 3 a viz Gouere 1972 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Rik van Linden (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1988 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall etre Pornizhan hag Ar Baol-Skoubleg (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Weinmann-La Suisse (Suis).
- e 2018 etre Ar Baol ha Sarzhav
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filmoù lec'hiet er gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1961 : Lola gant Jacques Demy
- 1990 : La Baule-les-Pins gant Diane Kurys
- 2001 : 15 août gant Patrick Alessandrin
- 2010 : La Conquête gant Xavier Durringer
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lluís Companys, broadelour katalan, prezidant e vro, serret gant ar Gestapo er Baol e miz Eost 1940
- Olivier Guichard, politikour gall
- Robert Le Grand, emsaver
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Ciry
- Philippe Durand, filmaozer
- Marc Pajot, bageer-dre-lien
- Yves Pajot, bageer-dre-lien
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Elies (Abeozen e anv-pluenn), skrivagner brezhonek, d'an 3 a viz Even 1963.
Pennadoù kar ha liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Ti an Douristed
- (fr) Ti-kêr
- (fr) Fotoioù eus ar Baol
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Embannadutrioù Flohic ː Le patrimoine des communes de la Loire-Atlantique. 1999
- Marteville & Varin, warlec'hienn J.-B. Ogée. 1843
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Ar Baol-Skoubleg
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pornizhan
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumantoù ar re varv
- ↑ Henri Amouroux, La grande histoire des Français après l'occupation, Embannadurioù Robert Laffont, levrenn 10 La page n'est pas encore tournée, Pariz (Bro-C'hall], 1993, pajenn 395
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
Rummadoù:
- Kumunioù Liger-Atlantel
- Kumunioù Bro-Naoned
- Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Liger-Atlantel
- Nijvaoù al Luftwaffe e Breizh
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù alaman aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed