Lluís Companys

Eus Wikipedia
Lluís Companys

Lluís Companys i Jover (ganet en El Tarròs, e Tornabous, d'an 21 a viz Mezheven 1882 – marvet e Barcelona, d'ar 15 a viz Here 1940) a oa un alvokad ha politikour katalan republikan, fuzuilhet gant gouarnamant spagnol Francisco Franco.

Kentañ prezidant Parlamant Katalonia e voe (1932-1933), ministr Gouarnamant Republik Spagn (eil hanterenn 1933), prezidant Generalitat Katalonia republikan (1934 ha 1936–1940, bloavezh e varv) e-pad Eil Republik Spagn, ha prezidant ERC (1933-1934). Harluet e voe e Breizh, er Baol-Skoubleg, goude Brezel Spagn. Eno e voe harzet gant ar polis gall, roet d'ar Gestapo alaman, ha roet gant an Alamaned da c'houarnamant Francisco Franco. Lakaet e voe d'ar marv e Montjuich, ma huchas a-raok mervel « Per Catalunya! ».

Betek-henn n'eus nemetañ, eus prezidanted gouarnamantoù er bed, dilennet hervez ar reolennoù demokratel, a zo bet lakaet d'ar marv.