Vickers Wellington

Eus Wikipedia
Ur Vickers Wellington

Ar Vickers Wellington a oa un nijerez vombeziñ krenn, daou geflusker dezhi, eus an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet gant an embregerezh Vickers-Armstrongs Ltd. eus ar Rouantelezh-Unanet evit ar Royal Air Force. C'hwec'h den a yae d'ober ar pare. E-kerzh an daou vloavezh kentañ eus ar brezel eo bet implijet dreist-holl evit bombeziñ da noz a-raok na vije kemeret he flas gant an Avro Lancaster hag an Handley Page Halifax. War-lerc'h ez eus bet graet ganti evit kefridioù all, evit ar brezel enepsplujerez. Gant al lesanv Wimpy e veze graet evit ober anv eus ar c'harr-nij-mañ, diwar anv unan eus tudennoù ar rummad Popeye.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.