Philippe Durand
Neuz
Philippe Durand a zo ur filmaozer, senarioer ha filmvarner breizhat, bet ganet e 1932 er Baol (Bro-Naoned) ha marvet d'an 15 a viz Gwengolo 2007.
Gant René Vautier e voe unan eus filmaozerien heverkañ ar sinema nagenner. Aozet en deus hanter-kant bennak a filmoù evit ar sinema hag ar skinwel. Skrivet en deus e kalz magazinoù, en o zouez "Cinéma Pratique", "Textes et Documents" hag "Image et Son".
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Secteur postal 89 098, e film kentañ, sevenet e 1961. Diwar-benn brezel Aljeria eo. Difennet e oa bet ar film-se.
- Yezh ar vezh - La langue de la honte diwar-benn ar brezhoneg. Filmet e oa bet e 1978.
- Histoire du soldat Frañsez, un telefilm 58 munut diwar-benn Frañsez Laorañs, ur soudard breizhat bet fuzuilhet e-pad ar Brezel Bed Kentañ peogwir ne gomprene ket an urzhioù e galleg. Prizet e oa ar film-mañ meur a wech.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le livre d'or de la Bretagne
- Breizh Hiziv / Bretagne aujourd'hui