Marc'hhouarnerezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mont war varc'h-houarn
War varc'h-houarn gant ur sac'h-kein e Londrez.
Polis war varc'h-houarn.

Ar marc'hhouarnerezh eo an anv a vez graet ouzh ar mont war varc'h-houarn, un ardivink divrodek peurvuiañ (met unrodek, teirrodek, pe bederrodek ivez a-wechoù) hag a ya war-raok dre nerzh an den a zo warnañ. Gallout a ra an obererezh-se bezañ un doare emzezougen, ur blijadur, pe ur sport. Gallout a ra c'hoarvezout war an hentoù, pe gwenodennoù zoken a-wechoù, war ar maez pe e kêr, dindan an amzer pe dindan doenn, war an erc'h pe ar skorn ivez.

Emzezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a dud a ya da labourat bemdez war o marc'h-houarn, pe a implij anezhañ da emzezougen e kêr. Kavout a ra dezho ez eont buanoc'h, pa vez stank an dremeniri, hag e kavont lec'h da barkañ aesoc'h. Lod a gav gwelloc'h mirout ar marc'hhouarn evit ar pourmen.

Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel sport ez eo gouarnet ar marc'hhouarnerezh gant an Union Cycliste Internationale e Suis. Dre vras e reer kemm etre

Dafar ha paramant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kalz broioù ha n'int ket gwall ziorroet eo ar marc'h-houarn an ardivink muiañ implijet. Betek n'eus ket pell e oa gwir c'hoazh e Sina, e Viet-Nam, en India dre ma chome izel niver ar c'hirri-tan. Mar deo bet kemeret lec'h ar marc'hoù-houarn gant ar c'hirri-tan er broioù-hont abaoe deroù ar XXIañ kantved, en-dro d'ar c'hêrioù bras bepred, eo chomet gwir e Kuba.

Doareoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Parkad marc'houarnoù e Niigata, Niigata, Japan.

Dougen marc'hadourezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Karnataka, en India, dougen kraoñ koko.

Ouzhpenn fiñval hag emzougen a c'haller ober war varc'h-houarn, peogwir e c'haller ivez dougen marc'hadourezh.
E-pad pell amzer e veze kaset al lizhiri war varc'h-houarn hepken. E 1880 e voe prenet ar marc'hoù-houarn kentañ gant Royal Mail Breizh-Veur. 37,000 anezho zo eno hiziv, 25,700 en Alamagn, 10,500 en Hungaria ha 7000 e Sveden.
Er bloavezhioù 1950 e veze gwelet poliserien war varc'h-houarn e Pariz, ha bremañ e weler adarre, diwar-skouer Kalifornia. E Breizh ivez, e weler un nebeud poliserien war varc'h-houarn e Roazhon ha Naoned e-pad an hañv.

Pourmen ha plijadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Izelvroioù, ardivinkoù digoust en Hoge Veluwe.

Redadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ar pennad : Redadeg war varc'h-houarn.

Redadegoù war-dro 1909.

Saotradur an aer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont war varc'h-houarn e-kreiz an dremeniri a laka an den da analat aer saotret. Lavaret e vez ez eo dañjerusoc'h, met diskouezet ez eus bet e veze analet aer saotret muioc'h e-barzh ar c'hirri-tan[1] , abalamour ma ne vez ket nevezet an aer er c'harr pe, pa vez graet, eo gant aer saotret n'eus forzh penaos.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. M. Chertok, A. Voukelatos, V. Sheppeard & Ch. Rissel (2004), Comparison of air pollution exposure for five commuting modes in Sydney – car, train, bus, bicycle and walking, en Health Promotion Journal of Australia


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]