Kanton Sant-Nazer
Neuz
Kanton Sant-Nazer a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet e voe Kanton Sant-Nazer e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned[1],[2],[3].
Kumunioù (1790-1801)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanton Sant-Nazer a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Sant-Nazer, penn ar c'hanton,
- Ar Baol-Skoubleg
- Sant-Andrev-an-Doureier.