Liger-Atlantel
Liger-Atlantel | |||
---|---|---|---|
| |||
![]() | |||
Anv gallaouek | Leire-de-Bertègn | ||
Anv gallek (ofisiel) | Loire-Atlantique | ||
Bro | ![]() |
||
Melestradurezh | |||
Riez | ![]() | ||
Rannvro | Broioù-al-Liger | ||
Pennlec'h (prefeti) |
Naoned | ||
Isprefetioù | Kastell-Briant Sant-Nazer |
||
Prezidant ar c'huzul-departamant | Philippe Grosvalet (PS) | ||
Prefed | Claude d'Harcourt | ||
Kod EBSSA | 44 | ||
Kod ISO 3166-2 | FR-44 | ||
Kod Eurostat NUTS-3 | FR511 | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 1 445 171 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 212 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Kenurzhiennoù | |||
Gorread | 6 809 km² | ||
Adrannoù | |||
Arondisamantoù | 3 | ||
Pastelloù-bro | 10 | ||
Kantonioù | 31 | ||
Etrekumuniezhioù | 17 | ||
Kumunioù | 207 | ||
kemmañ ![]() |
Liger-Atlantel (distaget: [ˈliːɡɛraˈtlãntɛl]), Loire-Atlantique e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [lwa.ʁat.lɑ̃.tik]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E gevred ar vro emañ, Naoned eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 44 an niverenn roet dezhañ. Abaoe ma'z eo savet ar rannvroioù gall eo bet lakaet e Rannvro velestradurel Broioù-al-Liger ha neket e hini Breizh. 1 301 325 a annezidi a zo ennañ hervez sifroù an EBSSA e 2011. 12vet departamant Frañs eo e-keñver poblañs dre se.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 4 a viz Meurzh 1790 e oa bet krouet an departamant, hervez lezenn an 22 a viz Kerzu 1789. Loire-Inférieure (Liger-Izelañ) e oa e anv neuze. D'an 9 a viz Meurzh 1957 e oa bet adanvet Loire-Atlantique (Liger-Atlantel), diwar ar stêr Liger hag a dreuz an departamant, hag ar Meurvor Atlantel.
Bevennoù Bro-Naoned a yae d'ober an departamant mui ul lodenn eus su eskopti Roazhon (war-zu Bro-Vaez) met ul lodenn eus bro Redon a yeas gant eskopti Roazhon ha bro Vitau a yeas gant ar Mor-Bihan, un toullad parrezioù eus Marzioù Breizh hag a oa e Bro-Naoned a voe staget ouzh departamant ar Vañde. D'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe krouet rannvroioù ekonomikel gant gouarnamant Vichy ha distaget al lodenn-mañ eus Breizh evit he bodañ gant departamantoù all e rannvro Anjev.
E 1955 e voe krouet rannvroioù programm ha kadarnaet an dibab lodenniñ e Breizh dre daou damm pa'z eas Liger-Atlantel gant rannvro Broioù-al-Liger. N'eus ket bet a zistro war an dibab-mañ pa oa bet krouet ar prefetioù rannvro e 1964 pe an desavadurioù publik rannvroel e 1972 pe c'hoazh ar rannvroioù evel gwir strollegezhioù lec'hel e 1982.
Daoust d'ar sontadegoù (75% eus al Liger-Atlanteliz a-du evit adstagañ o departamant ouzh ar peurrest eus Breizh), ar manifestadegoù abaoe 30 vloaz ha votadegoù a-du e Kuzul-departamant Liger-Atlantel hag e Kuzul-rannvro Breizh e chom difiñv an traoù.
D'an 10 Here 2005 en em vodas ur bodad-labour kuzulerien-rannvro Breizh ha kuzulerien-departamant Liger-Atlantel e Redon evit kregiñ da labourat asambles koulz diwar-benn ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
4 c'humun a zo ur skol divyezhek enno (Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Savenneg). 0,3% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez[2].
E miz Mezheven 2008 e oa bet divizet lakaat panelloù divyezhek war an hentoù-departamant stok ouzh an departamantoù breizhat all.
Arondisamantoù Liger-Atlantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prezidanted Kuzul-departamant Liger-Atlantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abel Durand (1945-1970)
- Jean du Dresnay (1970-1976)
- Charles-Henri de Cossé-Brissac (1976-1994)
- Luc Dejoie (1994-2001)
- André Trillard (2001-2004)
- Patrick Mareschal (2004-2011)
- Philippe Grosvalet (2011-)
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ar C'huzul-departamant
- Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti)
- Touristañ el Liger-Atlantel (fr) (en)
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]