Mont d’an endalc’had

Keginerezh Breizh

Eus Wikipedia
Ar barnour war ar c'heginañ Curnonsky e preti Mélanie Rouat e Rieg, dirak ur pladad rigadell gant ur voutailhad muskadig[1]. Mélanie a ra war-dro an istr. Al legistri ne seblantont ket bezañ gant dienn. Livadur gant Maurice Asselin, 1933, Mirdi Sant-Brieg[2].

Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant produioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur.

Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar gouign-amann, ar Petit-Beurre, ar chistr hag ar Muskadig zo e-touez ar meuzioù ha diedoù arouezelañ. Tier-krampouezh a vez graet eus ar pretioù ma c'haller debriñ krampouezh eus Breizh. Kavet e vezont stank e Breizh hag en estrenvro.

Ar meuzioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu meuzioù ha boued dibar eus Breizh graet gant ur seurt kig hepken :

- Gwechall e veze debret boued-hoc'h alies awalc'h. War ar maez e veze debret gwadegennoù ha silzig gant ar familhoù pa veze Fest an hoc'h, da lavaret eo pa veze lazhet ar pemoc'h.
- Joskenn a gaver c'hoazh e ti kigerien Bro-Dreger (un hanter eus penn ur pemoc'h holenet, bervet ha rostet), debret e veze tomm da adlein pe yen da adverenn gant patatez krign gant ar gouerien. Ober a reer chotenn anezhi er Vro Vigoudenn, ha debret e veze da vare Meurlarjez eno, gant bara dous. E Breiz-Uhel e vez(e) debret museau yen gant gwinêgrenn.
- Galetez gant silzig zo ur silzigenn rollet en ur galetezenn, a-wechoù gant sezv pe getchup. Brudet eo ar meuz-se e Breizh-Uhel, aes da zebriñ er-maez dindan ar meud, hag aes da gavout er stalioù, er marc'hadoù, er gouelioù pe c'hoazh er stadoù (en ardro ar Roazhon Park da skouer)
- Meuzioù all gant kig-moc'h : anduilh giz ar Gemene ha giz Gougleiz, kig-sall, fourmaj-kig (fourmaj-rous, pastez Hénaff, fourmaj-kig Roazhon da skouer), silzig (re vMolenez, re bPlouilio...), rilhetez, gwadegenn Roazhon, lard sul Naoned, morzhed-hoc'h Montroulez, gogue d'Ancenis, anduilhennig Kemperle, casse Roazhon, porché Dol...

Setu meuzioù fardet gant meur a gig :

  • ar c'hig-ha-farz eus Bro-Leon gant farz du pe wenn, lipig, kig-moc'h, kig-bevin, kig-sall, kaol, karotez, pour, irvin,
  • krampouezh sall pe galetez gant morzhed-hoc'h, silzig, anduilh, larjounezioù, kig-yar pe chorizo...
  • ar podad, ur meuz hengounel e Breizh evel en Europa. Podadoù liesseurt a zo e Breizh en hec'h-unan, gant kig-moc'h alies ha legumajoù goañv (kaol, karotez, irvin...), a-wechoù gant kig-bevin, sili-mor, legestr hag all. Ar podad giz Kemper, ar podad giz Roazhon, ar podad giz An Elven, podad Molenez gant bezin, podad Enez Sun... a zo e-touez ar re vrudetañ.
Labelioù europat :

Lec'h orin gwarezet (LOG) gant : Yer Ankiniz, Yer Gentieg, Yer Breizh, Fourmaj-rous eus Breizh,
Anvadur orin gwarezet (AOG) gant : kig-oan palud Bae Menez-Mikael-ar-Mor.

Paot eo ar boued mor a gaver war aodoù Breizh : pesked, kresteneged, blotviled ha plant zoken (bezin, salikorn...). Holen a vez produet abaoe an Hemamzer. Abaoe ar Grennamzer e ya ar bigi pelloc'h evit pesketa. Brudet eo ar re a yae betek an Douar-Nevez betek an XXvet kantved evit morueta. Hiliennoù ha temzoù-boued zo bet ijinet gant Bretoned evit ar boued-mor : amann gwenn, kari Gosse...

Ar godailh a vez graet eus al lodenn eus ar pesked, kregin ha kresteneged lezet d'ar vartoloded gant ar mestraouer. Ar peurrest, boued mor fresk, a vez gwerzhet er stalioù pe er marc'hadoù. Ul lodenn all eus ar pesketadennoù a vez treuzfurmet e boestoù-mir pe "meuzioù fardet" gant embregerezhioù boued.

Pesked a bep seurt a vez da vaez aodoù Breizh pe er stêrioù : sardin, brizhilli, draeneged, moru (ur skouer meuz : moru mod Sant-Maloù), moulleg, sili (keusteurenn silienn-vor), boultouzed (boultouz mod Arvorig), beked (beked gant amann gwenn)... Boued kerañ Breizh eo ar stlaoñ, pesked vihan lipous ha dibaotet eus al Liger hag ar Gwilen. Pretioù zo war ribl al Liger a servij c'hoazh, gwech an amzer, stlaoñ poazhet pe fritet.

Meuzioù gant meur a besk : ar gaoteriad eus Kerne-Izel, soubenn ar pesked...

Kresteneged, blotviled ha pesked-kregin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reont bezañ diskouezhet en ur bladennad boued-mor, er pretioù pe er gêr. Meuz heverk all : kregin-Sant-Jakez mod Naoned.

En hevlezouriezh c'hall, an dro-lavar "à l'armoricaine" a zo heñvel ouzh hini "à l'américaine" e galleg. Ober a ra an div dave d'an hilienn amerikan implijet evit keginañ ligistri, stivelled, boltouz... Ar boaz eo da gomz eus legestr mod Arvorig pa eo ul legestr breton (Homarus gammarus) a zo keginet, hag eus legestr mod Amerika pa eo ul legestr amerikan (Homarus americanus).

Labelioù europat :

Lec'h orin gwarezet (LOG) gant : Kregin-Sant-Jakez eus Aodoù-an-Arvor,
Anvadur orin gwarezet (AOG) gant : Meskl-park bae Menez-Mikael-ar-Mor.

Legumaj, edeier ha frouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwinizh-du, Eureier veur Anna Vreizh, XVIvet kantved.

Legumaj, frouezh hag edeier a bep seurt a vez gounezet ha keginet e Breizh. Setu seurtadoù hengounel ha/pe krouet e Breizh :

Ar Joniged a yae da Vreizh-Veur da werzhañ ognon Bro-Leon gwechall : Bro-Gembre, Kerne-Veur, Bro-Saoz, Bro-Skos, an inizi Angl-ha-Norman.

Labelioù europat :

Lec'h orin gwarezet (LOG) gant Gwarelig Naoned, Bleud gwiniz-du Breizh,
Anvadur orin gwarezet (AOG) gant : Ognon Rosko, Koko Pempoul.

E Breizh-Izel, krampouezh ed-du zo sall ha krampouezh gwinizh zo dous. E Breizh-Uhel ez eus kaoz eus kaletez, ur seurt all eus krampouezh ed-du gant un toaz disheñvel. War ur billig pe en ur baelon e vezont poazhet. A bep seurt traoù a c'haller lakaat e-barzh. An tier-krampouezh a zo pretioù breton lec'h ma vez servijet krampouezh sall ha dous, anavezet int evel un arouez eus keginerezh Breizh. Ar grampouezhenn glaselañ eo an "tri zra", ur vi, morzhed-hoc'h ha keuz e-barzh.

"Bleud ed-du Breizh" a zo ul Lec'h orin gwarezet (LOG) gantañ abaoe 2010.

Holen bras ha flour-holen.

An danvezioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwastilli ha sukrerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produioù chokolad a vez graet gant stalioù hag embregerezhioù zo. Grain de Sail, e Montroulez, a zegas e chokolad gant daou lestr-karg-dre-lien evit izelaat e louc'h karbon. Emañ o sevel un trede lestr hag a vo douger-endalc'herioù dre lien brasañ ar bed[5],[6].

Curé nantais, keuz brudetañ Breizh.

Laezh-ribod a zo un evaj a veze graet war ar maez pa veze fardet amann gwechall. Debret e veze patatez gantañ, pe krampouezh gwinizh-du. Graet e veze ivez laezh-tev, pe gwell, ur seurt yaourt.

Hiziv e vez produet laezh ha laezhajoù en un doare artizanel pe industriel : amann (sall atav), yaourtoù, dienn (pe koaven), laezh-ribod, keuzioù evel Curé nantais, keuzioù ar stroll Olga (Merzer ha Petit Breton paouezet e 2024, ar c'heuz gavr Petit Billy), keuzioù ar merk Paysan Breton (keuz baset da ledañ Madame Loïk, camembert Kergall, emmental, brie Label Ruz), toma (hini Rewiz, Karaez, Gevrezeg...), crémet nantais, Menez Hom, rocher nantais, machecoulais, gourmelin, Gweltaz-Lambrizig, chandamour eus Ankiniz, Ti Pavez, Trappe de Timadeuc... Ur c'heuz a oa fardet gant menec'h Abati ar Joa e Kempenieg met ne reont ket ken.

Diedoù hep alkool

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breizh Cola gwerzhet e Yokohama e Japan

Diedoù alkoolek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Muskadig seim kentañ.
Ur volennad sistr.

Chistr-aval a oa an evaj boas e tost Breizh a-bezh en XIXvet hag en XXvet kantved, koulz er maezioù hag er c'hêrioù. Sistr Bro-Gerne AOK ha sistr Traoñ ar Renk eo ar re vrudetañ.

Ar gwini a vez gounezet e Breizh abaoe ar Vvet kantved da nebeutañ (sellout ouzh ar pennad Gwiniegi Breizh evit gouzout muioc'h). Produet e vez hiziv gwin gwenn, ruz, roz pe bouilh. Gwinoù Bro-Naoned eo ar re vrudetañ, hag ar re nemeto aotreet da vezañ kenwerzhelet. En o zouez eo ar Muskadig an hini brudetañ, hag ivez ar gros-plant a vro-Naoned, gwinoù gwenn sec'h anezho. Gwinoù eus gouennadoù all zo ivez e Bro-Naoned : Cabernet, Gamay, Merlot, Pinot Noir, Grolleau, Sauvignon, Berligou (ur ouennad eus amzer Duged Breizh)... Nevez zo eo bet plantet gwini e lec'hioù all evel Traoñ ar Renk, Kemper ha Mor Bihan Gwened.

An diedoù alkoolek all :

Label europat :
Lec'h orin gwarezet (LOG) gant : Sistr Breizh (2000), Wiski Breizh (2015).

Sellet ouzh ar pennadoù Chistr Breizh, Bier Breizh ha Wiski Breizh.

Ar godinette, ijinet evit gouel "La Gallésie en fête" e Mousterfil gant Simone Morand e 1977, a vez graet gant sivi Plougastell, sukr, lambig, muskadig ha likor kastrilhez-du. Evel ar punch hag ar sangria eo ur c'hoktel "stroll", graet pa vez kalz kouvidi pe evit ur gouel pe ur festival.

Kokteloù "hinienel" a zo ivez :

  • kir Breizh, gant likor kastrilhez-du ha chistr
  • kir Gwaled, gant likor kastrilhez-du ha Muskadig
  • ar c'hir keltiek : likor kastrilhez-du, muskadig ha chouchenn

An Nantillais a zo ur merk sirosoù eus Naoned implijet evit fardañ kalz kokteloù hep alkool pe gant alkool. Dasprenet eo bet an embregerezh e 2025 gant ar winieg Drouard eus Kastell-Tepaod, ur produer muskadig ha gwinoù all.

Al listri hag ar c'hinkladurezh taol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E familh ar prierezh eo ar poderezh hag ar feilhañserezh a gaver ar muiañ e Breizh. Sevel a ra ar poderezh artizanel d'ar Grennamzer. Diorren a ra un industriezh al listri e feilhañs adalek an XIXvet kantved a-drugarez da deknikoù gwellaet ha d'an touristerezh. E stalioù-labour an embregerezhioù eo ijinet ur "stil breton" gant arzourien vrudet pe dianav evit kinklañ an asiedoù, ar bolennoù, ar picheroù hag all.

Ar poderezh artizanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er su da Vreizh eo bet oberiant ar poderezh e Bro-Redon e-pad-pell. Gouzout a oarer e oa graet podoù er barrez anvet Ar Boderezh (bremañ e Sant-Yann-ar-Wern) abaoe an XIvet kantved, ha priajoù abaoe ar XVvet kantved. Ar podoù hag ar priajoù graet eno, asambles gant ar re produet e Malañseg (Bro-Gwened) hag Erbigneg (Bro-Naoned), o daou e Bro-Redon ivez, o deus pourvezet Kreizteiz Breizh a-bezh betek kreiz an XXvet kantved. Traezhoù a bep seurt a voe produet : evit tommañ ar soubennoù, lakaat al laezh, poazhañ ar c'heusteurennoù, grilhañ ar c'histin...[9] Kinklet eo bet lod anezho gant arzourien evel Mathurin Méheut (1941) hag Yvonne Jean-Haffen. En eil lodenn eus an XXvet kantved e voe kendalc'het d'ober priajoù dindan an anv "Saint-Jean-de-Bretagne" gant ur feilhañserezh krouet e-pad an Eil Brezel-bed, betek ar bloavezhioù 1980[10]. Hiziv ez eus ur greizenn arz hag istor ar prierezh e Sant-Yann-ar-Wern anvet "Le Patiau", enni ur stal-labour feilhañs, ur mirdi hag ul lec'h diskouez.

En norzh da Vreizh e voe produet podoù ha listri ivez e kêriadenn Ar Boderezh (bremañ e Lambal), hag e Bro-Leon (Lanniliz ha Plouvien) en XIXvet kantved ha betek deroù an XXvet kantved.

Ar feilhañserezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Asiedoù e feilhañs gant "kinkladur breton".
Bolennoù breton gant anvioù-bihan a bep seurt, Feilhañserezh Pornizh.

Feilhañserezh a voe e Naoned kerkent ha 1647, hag e Roazhon etre 1748 ha 1844. Met al listri e feilhañs Kemper eo ar re a zo deuet da vezañ ar re vrudetañ. Abaoe ar XVIIvet kantved e vez produet feilhañs e kêr-benn Bro-Gerne, da skouer HB Kemper diazezet e 1690, pe Dumaine savet e 1791 ha deuet da vezañ Henriot e 1891, an div vichererezh vrudetañ. Menegomp ivez feilhañserezh "Saint-Jean-de-Bretagne" etre ar bloavezhioù 1940 hag ar bloavezhioù 1980 e Sant-Yann-ar-Wern, ha feilhañserezh Pornizh krouet e 1947 gant ur produadur industrieloc'h. Gant feilhañserezh Kemper eo e voe skignet ar stil klinkus breizhat avat, gant tresoù bleunioù, arvestoù maezioù, tudennoù e gwiskamant hengounel (paotr, plac'h, kouplad). Ganti e voe graet traezoù e krag ivez etre 1917 ha 1970, er stil Arz Nevez, dindan ar merk "Odetta" (diwar anv ar stêr Oded).

Meur a arzourien vrudet pe dianav o deus lezet roud o dorn er c'hinkladurezh taol hag an arrebeuri kegin e Breizh. Kevezerezh a oa bet etre Henriot hag HB e Kemper betek o c'hendeuzadur e 1968, hag an dra-se oa gwir war an dachenn arzel dreist-holl. Mathurin Méheut a oa e penn an arzourien a laboure evit Henriot, pa oa roll René Quillivic ha Louis Garin e HB. E Diskouezadeg etrebroadel an Arzoù-kinklañ hag oberiañ modern e Pariz e 1925, e oa kinklet ha kempennet pavilhon Breizh gant arzourien eus luskad ar Seiz Breur. E-barzh e oa arrebeuri (taolioù, ur ganastell vras, kadorioù...), armoù-kegin graet e feilhañserezh Kemper, delwennigoù ha picheroù kizellet gant René Quillivic. Priourien vrudet all o deus fardet traezoù dibar a-hed an XXvet kantved (sellit ouzh ar rummad Priourien Breizh).

Ar volenn vreizhat, graet e feilhañserezh, gant an anv-bihan skrivet e lizherennoù red hag he zudenn e gwiskamant hengounel, a gaver e ti kalz Bretoned kenkoulz ha touristed. Ijinet en XIXvet kantved, deuet eo da vezañ un elfenn eus sevenadur poblek Breizh da vat. Produet e vez e Kemper ha Pornizh dreist-holl.

Labourioù ha gouelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall war ar maez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aozañ ar "rata", pred hengounel ar vederien, e-pad Gouel an Eost e Plougouloum (Bro-Leon).

Gwechall e Breizh-Izel e veze debret ar "wastell" pe ar "peurzorn" e dibenn an dornadeg, e-pad al labourioù er parkeier. E Bro-Naoned e veze debret ar bardatte, ur meuz kaol farset, e dibenn an eostoù. E Bro-Dreger e veze debret ar joskenn gant patatez krign da adlein ha da adverenn gant ar gouerien. Kavet e vez c'hoazh da brenañ e ti ar gigerien ha war ar marc'hadoù.

Pa veze lazhet ur pemoc'h ur wech ar bloaz e veze Fest an hoc'h, d'ar goañv alies. Pedet e veze kerent hag amezeien da zebriñ silzig ha gwadegennoù.

Ar predoù eured a oa un dro da bediñ ur bern tud evit debriñ ur pred fonnus e stumm banvezioù a bade deizioù.

Gouelioù kristen ha digristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouelioù hengounel pe nevesoc'h e Breizh a zo an dro da zebriñ meuzioù dibar. Ur pred a-feson a vez debret e-pad sakramantoù zo : pask kentañ, pask bras, eured. Ur wastell vras a vez servijet da zibenn-pred, ha sac'higoù drajez a vez roet d'ar gouvidi alies. Goude an obidoù a c'hall bezañ aozet un daoliad voued evit an dud.

Nedeleg hag ar bloaz nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'hef ruilhet gant chokolad ha flamboez, ur skouer eus ar c'hef servijet da geñver koan Nedeleg.

Da ouel Nedeleg ha d'ar Sant-Jilvestr e vez debret ur pred fonnus ha lipous anvet fiskoan, gant listri kaer war un daol kinklet brav. Debret e vez kig-yar Indez gant kistin ent-hengounel. Da zigeriñ ar pred e vez debret istr, eog mogedet pe avu druz. Da glozañ anezhañ e vez debret ur wastell anvet kef Nedeleg. Evet e vez gwinoù mat hag a glot gant ar boued. Un digarez eo ivez evit debriñ chokoladennoù, frouezh arallvro, frouezh koñfizet ha traoù lipous all, hag evañ ur banne digor-kalon har ur banne kloz-pred ma ne gemerer ket ar c'harr goude.

Gouel ar Rouaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidet e vez gouel ar Rouaned d’an eil Sul war-lerc’h Nedeleg, ha debret e vez gwastell ar rouaned, ur wastell gant ur favenn e-barzh. Dont a ra an hini a ya ar favenn gantañ pe ganti da vezañ ar roue pe ar rouanez, ha lakaat a ra ar gurunenn war e benn / he fenn.

Yuniñ ha lidañ Meurlarjez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ober vijil eo heuliañ ar reolenn yuniñ a-raok ur gouel bras. Debret e veze ar soubenn vijil gwechall. Aliet e oa ivez gant an iliz dioueriñ debriñ kig d'ar Gwener hag e-pad ar C'horaiz, met n'eo ket ur reolenn eus an Iliz er stêr strizh ken.

An deiz a-raok ma krogfe ar C'horaiz eo Meurzh an Ened, ha lidet e vez meurlarjez, un digarez evit riboulat ha debriñ krampouezh ha bignez. Chotenn, un hanter eus penn ur pemoc'h holenet, bervet ha rostet, a veze debret an dro-mañ er Vro Vigoudenn. Kouignoù an Enez, etre bara ha brioch, a veze debret ivez.

Da Sul Fask e vez servijet morzhed-oan, un hengoun kristen. Debret e vez chokolad e stumm ur c'hloc'h bras alies evit aroueziañ kleier Roma, pe ur yar, a-wechoù leun a vioù Pask bihan e chokolad. Gwerzhet e vez gant ar chokoladourien hag ar stalioù boued lapined e chokolad ivez bremañ, dre levezon ar broioù angl-ha-saoz, broioù protestant anezho. An hengoun eo ivez da guzhat vioù-Pask ha delwennigoù chokolad e stumm kleier, kregin, pesked hag all, ha da lakaat ar vugale da furchal anezho el liorzh pe er park. Deuet dreist e vez ar c'hoari-se gant ar vugale.

Halloween a zo ur gouel a-orin pagan a vez lidet e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1990 an deiz a-raok Gouel an Hollsent, ha degaset en deus "hengounioù" boued nevez. Dre eo ar sitrouilhez arouez ar gouel-se eo bet tapet ar pleg gant tud zo da zebriñ potiron ha potimaron, legumaj heñvel outo, e stumm soubenn, yod ha dienn. Madigoù a vez dastumet gant ar vugale a di da di, ur gustum degaset eus ar Stadoù-Unanet a vez heuliet mat gant ar Vretoned vihan hiziv.

En estrenvro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un ti-krampouezh breton en Alamagn.

Anavezet eo keginerezh Breizh en estrenvro dre an tier-krampouezh da gentañ, a zo niverus awalac'h, lec'h ma 'z eus tu debriñ krampouezh sall giz Breizh hag evañ ur volennad chistr pe laezh-ribod, hag ur grampouezhenn sukret, gant karamel gant amann sall da skouer. Kinklet e vez alies an tier-krampouezh gant traezoù ha fotoioù a denn da Vreizh, ha lakaet sonerezh breizhat, evit kaout un aergelc'h a-feson, un tamm e-giz en ur pizzeria evit Italia.

Brudet eo Breizh evit he boued-mor ivez, he istr da skouer.

Berzh en deus graet ar gouign-amann en estrenvro, e Bro-C'hall, er Stadoù-Unanet hag e Japan dreist-holl.[11],[12]. Embann a reas an New York Times ur pennad-skrid diwar e benn e 2011, kinniget e oa ar gouign-amann evel "pastezerezh druzañ Europa a-bezh"[13]. E 2018 e voe lakaet e-barzh roll an 40 rekipe gwellañ a zo bet biskoazh gant ar gelaouenn Food & Wine[14].

Estreget an tier-krampouezh a ginnig keginerezh Breizh en estrenvro. Da skouer eo bet digoret "Petit Crenn" e San Francisco (Kalifornia) gant ar vestrez-geginerez Dominique Crenn. Un "davarn cheuc'h" eo kentoc'h, ha kinnig a ra boued Breizh graet gant pesked, legumaj, ed du hag all.

Keginerien, ostizien ha barnourien war ar c'heginañ vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mestroù-keginer steredennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

294 c'heginer e Breizh a oa bet roet dezho ur steredenn da nebeutañ etre 1931 ha 2016 gant ar sturlevr Michelin, ar sturlevr keginerezh brudetañ er bed[16]. Hiziv an deiz ez eus un hanter-kant keginer breizhat bennak a zo ur steredenn da nebeutañ ganto. Pemp preti zo teir steredenn ganto  : L'Arpège e Pariz (Alain Passard), Le V e Pariz (Christian Le Squer), La Côte d'Or preti Bernard Loiseau e Saulieu e Bourgogn (Patrick Bertron), L'Atelier Crenn e San Francisco e Kalifornia (Dominique Crenn), Le Coquillage e Sant-Meleg (Hugo Roellinger)[17]. Pemp preti zo div steredenn ganto  : Anne de Bretagne e Plaen-Raez (Mathieu Guibert), Auberge des Glazicks e Ploudiern (Olivier Bellin), La Villa Archange e Lo Canet e Provañs (Bruno Oger), Le Saison e Sant-Gregor (Ronan Kervarrec) ha Miramonti l'altro e Concesio en Italia (Philippe Léveillé).

Roll ar greanterien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produioù zo, krouet gant an industriourien vreizhat pell zo a-wechoù, pe nevesoc'h, zo deuet da vezañ arouezel : ar petit-beurre gant Lefèvre-Utile, ar choco BN gant ar Biscuiterie Nantaise, ar pastez Henaff, Breizh Cola gant Breserezh Lancelot (perc'hennet gant Agrial abaoe 2021)...

Pred e-bourzh an SEE.

An industriezh c'hounezvouedel a c'hoari ur roll bras en ekonomiezh ar vro abaoe dibenn an XIXvet kantved. Ar pezh a zo bet degaset gant an industriourien n'eo ket dizudi, un hentenn evit mirout ar boued e boestoù gant Nicolas Appert da skouer. En XXvet kantved e tiorras ar bouedvirerezh (ar sardin dre eoul gant Chancerelle e Douarnenez da skouer), ha kalz labouadegoù legumaj, pesked, kig-moc'h ha pastezerezh a zo bet pe zo c'hoazh er vro. Boued-laezh nevez ha boued damheñvel a zo bet ijinet ivez : yaourtoù (Malo, Ker Ronan, Sojasun...), keuzioù nevez (Petit Billy, Madame Loïck...), amann (Paysan Breton, amann gant bezin gant Bordier...). Ar stroll Le Duff, e Roazhon e sez sokial, a werzh boued paket buan war ar pemp kevandir ; brudet eo e isembregerezh Brioche dorée da skouer. Testeniekaet eo an embregerezh Jean Hénaff, eus Pouldreuzig, evit pourveziñ ar savlec'h egor etrebroadel (SEE).

Boued Breizh er sevenadur hag en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Panell e pri-poazh ar wispiderezh LU evit diskouezadeg hollvedel 1900.

Kavout a reer boued Breizh er c'hanaouennoù (Son ar chistr, Soubenn al laezh[18]...), el liverezh (Le Jambon, un divuhezenn livet gant Gauguin er Pouldu, Pommes, nappe jaune gant Sérusier...). E Pont-Aven e teuas kalz livourien eus broioù liesseurt en XIXvet hag XXvet kantved, anavezet dindan an anv Skol Pont-Aven, abalamour d'ar gweledvaoù kaer, hag ar gouerien "arallvro" ivez. Evit desachañ anezho e veze servijet boued a galite gant prizioù izel gant ostizezed ar c'horn-bro. Brudet e oa ostaleri Julia Guillou, hini Angélique Marie Satre lesanvet « la belle Angèle », hag hini Marie-Jeanne Gloanec lesanvet « la mère Gloanec ». Añjela goant zo un daolenn vrudet livet gant Paul Gauguin e 1889.

Tresourien evel Alfons Mucha zo bet galvet gant industriourien, eus Naoned dreist-holl (BN, LU...), evit ijinañ bruderezhioù brav, o tresañ oberennoù arzel dudius. An tour LU, eus labouradeg kozh ar wispiderezh, a zo un elfenn vrudet eus glad savouriezh Naoned, deuet da vezañ ur greizenn sevenadur a vremañ hiziv.

Arzourien a-vremañ a vez galvet evit skeudennaouiñ produioù zo c'hoazh, evel Carmelo de la Pinta, ul livour eus Pont-Aven, evit biorc'h Lancelot, pe an tresour bannoù-treset Jean-Claude Fournier evit boutailhoù chistr Coat-Albret.

Mirdioù ha gouelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mirdi ar sivi hag ar glad Plougastell.

Boued :

  • Mirdi ar sivi hag ar glad e Plougastell (Bro-Leon)
  • Gouel ar C'hrampouezh e miz Gouere e Gourin (Bro-Gerne)
  • Gouel ognon Rosko bep miz Eost abaoe 2003, ha Ti ar Joniged hag Ognon Rosko (Bro-Leon)
  • Gouel ar fouas en Hae-Foazer e miz Gwengolo hag e Chantenay d'an 11 a viz Du (Bro-Naoned)
  • Gouel an Dolgenn aour e miz Here e Redon (Bro-Roazhon, Bro-Naoned, Bro-Wened)

Evajoù :

  • Mirdi an aval hag ar chistr e La Ville Hervy e Pleudehen (Bro-Zol)
  • Mirdi gwinieg Naoned er Palez (Bro-Naoned)
  • Mirdi al lambig e Kemper (Bro-Gerne), digoret e 1995

Listri ha kinkladurezh taol :

  • Mirdi ar Feilhañserezh e Kemper (Bro-Gerne)
  • Le Patiau, kreizenn arz hag istor ar prierezh e Sant-Yann-ar-Wern (Bro-Redon)

Diskouezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Quand les Bretons passent à table, 19e-20e siècle", Mirdi Breizh, Roazhon, 1994
  • "LU 1846-1957, un siècle d’innovation", Mirdi Naoned, Kastell Duged Breizh, 2020
  • "Quand la crêpe devient bretonne", Abati Landevenneg, 2020

Levrioù ha pladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn c'hall boued Breizh (1929, munud).
  • (fr) Gastronomie bretonne d'hier et d'aujourd'hui gant Simone Morand, Flammarion, 1965[19].
  • (fr) La cuisine des pays celtes gant Riwanon Kervella (radskrid Alan Stivell, tresadennoù Jiluk), Emb. Des Dessins et des Mots, dastumad « Terroirs », 16 a viz Here 2002, 140 p. (ISBN 978-2-95144417-1)
  • (fr) Quand les bretons passent à table : Manières de boire et de manger en Bretagne, 19e-20e siècle, Editions Apogée, kevredigezh Buhez, levr an diskouezadeg, 1994
  • (br) (fr) Quand les Bretons passent à table, Kanomp ouzh taol, pladenn kanoù da evañ ha da zebriñ, Tradition vivante de Bretagne 2, embannet gant Dastum e 1994
  • (br) Kig-ha-farz, ha bouedoù all a-wechall e Bro-Leon, levr-CD gant Mikael Madeg, 63 pajenn, CD 16 roudenn, 74 mn, Dastum Bro Leon, 2013, Gwelet lec'hienn Dastum.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pennad-skrid "Gastronomie et Tourisme, A travers la Bretagne avec quatre cordons bleus.", Paris-soir, 6 a viz Here 1929, p. 5/6, lennet d'an 29 a viz Du 2025.
  2. Maurice Asselin - Dans le domaine public en 2019
  3. E Breizh ha Normandi en em astenn Bae Menez-Mikael-ar-Mor.
  4. Brud a gemeras a drugarez d'ar pastezer Henri Le Roux eus Kiberen.
  5. Grain de Sail : le plus gros voilier porte-conteneur au monde annoncé pour 2027 e Linéaires, 24-10-2024
  6. Grain de Sail III : plus grand, plus innovant e Mer et Marine, 28-01-2025
  7. Bretagne : cette commune est la capitable du chistr per (cidre de poire) gant Pontivy Journal, 25 a viz Gouere 2025, gwelet d'an 8 a viz eurzh 2026.
  8. Deux siècles de Bières en Bretagne gant Philippe Bonnet, Vincent Courtin ha Yoran Delacour, embannet gant Yoran Embanner, 2007, p. 17, gwelet d'ar 16/01/2025.
  9. (fr)Les potières de Saint Jean war lec'hienn www.potiane.fr, gwelet d'an 8 a viz C'hwevrer 2026.
  10. Denis Danilo ha Stéphane Batigne, Poterie traditionnelle de Bretagne Sud, Stéphane Batigne Éditeur, 2022
  11. À la conquête de l'Amérique e ouest-france.fr, 29 a viz Kerzu 2011
  12. Le kouign-amann, «la pâtisserie française plus que centenaire dont personne n’a entendu parler» e Slate, Gouere 2015.
  13. Brendan Speiegel, « A Pastry From Brittany, Making Waves Stateside », e The New York Times, d'ar 4 a viz Kerzu 2011, lennet war archive.nytimes.com d'ar 27 a viz Eost 2018
  14. Thierry Peigné, « États-Unis : le kouign amann cité parmi les 40 meilleures recettes de tous les temps », e France 3 Bretagne, d'an 27 a viz Eost 2018, lennet war france3-regions.francetvinfo.fr d'ar 27 a viz Eost 2018.
  15. Buhez Edourard Nignon gant Yannig Oliviéro war restaurantsbretonsetoilesmichelin.wordpress.com, 30 a viz Genver 2017, gwelet d'ar 5 a viz Ebrel 2026.
  16. GUIDE MICHELIN. LES RESTAURANTS BRETONS ÉTOILÉS DEPUIS 1931 war restaurantsbretonsetoilesmichelin.wordpress.com, gwelet d'ar 5 a viz Ebrel 2026.
  17. Hugo Roellinger remporte une troisième étoile pour son restaurant Coquillage gant Elle, 1 a viz Ebrel 2025, gwelet d'an 10 a viz Meurzh 2026.
  18. Pozioù Soubenn al laezh
  19. L'Almanach de la Bretagne gant Bernard Le Nail, Larousse, Jacques Marseille, 2003, (ISBN 2-03-575106-3).
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.