Krogenn-Sant-Jakez
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Pecten maximus
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Bivalvia | ||
| Daniskevrennad : | Pteriomorphia | ||
| Urzhad : | Ostreoida | ||
| Kerentiad : | Pectinidae | ||
| Genad : | Pecten | ||
| Anv skiantel | |||
| Pecten maximus Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Kregin-Sant-Jakez (unander: Krogenn-Sant-Jakez)[1], a-wechoù kalipez, pe tenegenned, a zo blotviled daougleurek hag a vev er mor. Pesketaet e vezont, keginet ha debret. E Breizh e vezont pesketaet e bae Sant-Brieg dreist-holl.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre vras e vez graet gant Kregin-Sant-Jakez — pe gant gerioù kevatal da "gregin" — eus al loen-mañ e brezhoneg. A-wechoù, met ral a wech hag a-blasoù, e c'haller klevet kalipez, eus ar galleg rannyezhel écalipe, escalipe. E reter Bro-Dreger hag e Bro-Oueloù e vez graet gant tenneged[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Krogenn e Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 805b. Krogen e Geriadur Hemon-Huon.
- ↑ Alan Gw. Berr, Ichtyonymie bretonne, 1973, levrenn 2, p. 250-251.