Mont d’an endalc’had

Plaen-Raez

Eus Wikipedia
Plaen-Raez
Peskerezh e Porzh Geraod.
Peskerezh e Porzh Geraod.
Ardamezioù
Anv gallaouek La Plaènn
Anv gallek (ofisiel) La Plaine-sur-Mer
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Pornizh
Kod kumun 44126
Kod post 44770
Maer
Amzer gefridi
Séverine Marchand
2020-2026
Etrekumuniezh Pornizh Tolpad Bro-Raez
Bro velestradurel Bro Raez Atlantel
Lec'hienn Web www.laplainesurmer.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 448 ann. (2020)[1]
Stankter 271 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 08′ 17″ Norzh
2° 11′ 30″ Kornôg
/ 47.1381, -2.1916
Uhelderioù kreiz-kêr : 5 m
bihanañ 0 m — brasañ 38 m
Gorread 16,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plaen-Raez

Plaen-Raez (La Plaine-sur-mer e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Pornizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

Kemmoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 43 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,70 % eus he foblañs e 1911[4].
  • Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peulvan L'Ennerie.
  • Iliz katolik Gorroidigezh an Intron-Varia.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[6] ha kartenn-bost[7]. Dioueliet e voe d’an 23 a viz Ebrel 1922[8].
  • Plakennoù ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudennoù[9].
  • Un draezheg noazhourien zo e Plaen-Raez.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 2 (Aerlu) 19 (Tirlu) hag un nebeut korfoù chomet dianv
Hollad tost 30

Tost tregont soudard a zo douaret e bered Plaen-Raez. Diwar an 21 anavezet o anv ez eus unan na ouier ket pelec'h emañ e vez er vered. 16 anezhe a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset ar mordreizher eus ar Rouantelezh-Unanet RMS Lancastria d'ar strad e donvor Sant-Nazer. Korfoù daou garrnijour eus SUA a voe douaret er vered-mañ da gentañ, met gouarnamant SUA o lakaas en ur vered SUAat e 1949[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]