Mont d’an endalc’had

Koko Pempoull

Eus Wikipedia
Koko Pempoull

Koko Pempoull zo hariko hanter-sec'h produet diwar ur seurtad fav gwenn ordin (Phaseolus vulgaris). Gant an dorn e vezont dastumet a-raok bezañ darev, ha gwerzhet en o c'hlor, a rank bezañ 3 greunenn enno da nebeutañ[1]. E gwalarn Aodoù-an-Arvor e vez gounezet koko Pempoull, e Goueloù hag e arvor Treger. Abaoe 1998 eo gwarezet ha bevennet ar produiñ gant reolennoù strizh, stag ouzh daou anvadur.

Istor ar c'hoko

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe an XVIIIvet kantved e vez gounezet fav e Breizh, met pell diwezhatoc'h e voe degaset re giz Pempoull da Vreizh. Claude le Diaoul, ur martolod eus ar Morlu lesanvet "Coco le coco" abalamour d'e ideoù komunour, a vefe kaoz[2]. E 1928 en defe plantet du-hont e Goueloù greun degaset gantañ eus Suamerika (eus Arc'hantina pe Chile), a zo douar orin an hariko. Da gentañ e vefe bet gounezet koko Pempoull gant gwragez martoloded, int ivez en o liorzhoù, ha gant labourerien-douar goude se, adalek ar brezel. Mat eo en em c'hraet al legumaj nevez ouzh douaroù Goueloù, ha buan eo kresket gorread an douaroù lakaet dindano eno, ken ma sikouras an dud d'en em vagañ e-pad an Eil Brezel-bed. Gant ar fibrennoù boued hag ar vitamin a zo enno e oa posupl kavout an digoll eus boued hag a vanke er mod-all, evel ar bara. Diwar neuze en em astennas an terouer produiñ e Treger ivez, un dachenn bevennet strizh gant an anvadurioù hiziv (85 kumun e gwalarn Aodoù-an-Arvor hepken). Etre 6000 ha 9000 tonenn a veze produet bep bloaz well-wazh. Ne oa ket bet produet kement er bloazioù tremenet avat, nebeutoc'h evit 4000 tonenn e 2022 zoken. Meur a abeg zo kaoz : nebeutoc'h a broduerien zo abalamour ma'z a lod war o leve, startoc'h eo kavout labourerien dibad, ha diaes eo en em ober ouzh tommadur an hin, hag al lies a efedoù a zeu gantañ (cheñch-dicheñch e vez kresk an hariko koko diouzh ar barradoù tommder pe glav, ar c'horventennoù, pe c'hoazh an tagadennoù gant kelien).

Ur c'halite gwarezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koko Pempoull a oa aet daou anvadur ganto e fin ar bloavezhioù 1990. E 1998 o doa tapet ul label gall, an anvadur orin kontrollet Coco de Paimpol AOC. Legumaj fresk ebet n'en doa resevet an anvadur-se betek-henn e Frañs[3]. Bloaz war-lerc'h, e 1999, o doa tapet ul label europat gant an anvadur orin gwarezet Coco de Paimpol AOP[4][5]. Evit se ez eus bet savet ur c'haier ar c'hargoù gant ar broduerien, dezhañ dezverkoù niverus ha strizh, evit gwarantiñ kalite ar c'hoko hag ober ma chomint liammet ouzh un terouer a-fet an douar (85 kumun en Aodoù-an-Arvor) hag ur chemet a-fet an dud (labourat gant an dorn). Gwarezet e vez ivez koko Pempoull gant ur sindikad difenn, hag a lak doujañ da reolennoù an anvadurioù. Ar re na reont ket diouzh kaier ar c'hargoù n'o deus ket droed d'ober gant an anv Coco de Paimpol : ret eo dezho ober Haricots de Bretagne (Hariko Breizh) eus o froduioù[6]. E-tro 1400 devezh-arat a oa bet hadet ha gounezet e 2023 hervez ar sindikad[7].

En o c'hlor e vez gwerzhet koko Pempoull.

Koko Pempoull zo hariko gwenn dastumet hanter-sec'h, dezho klor melen-plouz gant marelloù glas-ruz pe roz, enno greun gwenn e stumm ur vi ha tanav-tanav o golo. Evit ma chomfent fresk ha tener e vezont gwerzhet en o c'hlor. E 2020, avat, e oa bet digoret ar c'hentañ uzin digloriñ e Kamlez, hag abaoe e vez gwerzhet greun ivez, e stumm sac'hadoù fresk pe gourskornet.[8]

Etre miz Gouere ha fin miz Here e vez dastumet koko Pempoull, gant ur prantad fonnusañ etre fin miz Eost ha deroù miz Gwengolo. Gant an dorn hepken e vezont dastumet unan-hag-unan, evit ma chomfe mat kalite ha blaz ar fav. Evit kas al labour-se da benn e vez gopret dastumerien, labourerien rannvloaziat peurliesañ. Plumeurs a vez graet anezho e galleg, abalamour dezho d'ober jestroù heñvel ouzh ar re a vez graet pa zibluñver ur yar : tennañ mort a reont war ar c'hlor hanter-sec'h diouzh ar plantoù hariko a oa bet diwriziennet en derc'hent, ha skarzhañ ar c'hlor fall hag al loustoni[9]. Ar "bluñverien" ampartañ a c'hall dastum betek 150 kg e-korf un devezh. E 2017 e oa bet lakaet e plas ur gopr dre eur, da-heul un emglev sinet gant ar sindikadoù ; hogen a-raok e veze paeet an dud diouzh ar c'hementad koko dastumet ganto. Ar gopr a-vremañ zo kevatal d'un dastumad pemdez a 130 kg[10].

Ne vez gwerzhet nemet 15% eus koko Pempoull e Breizh. E mervent Frañs e vez prenet an darn vrasañ anezho, e lec'h ma vez klask warno, gant ar broduerien kasouled da skouer.

Petra a gaver e koko Pempoull ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koko Pempoull zo puilh enno ar fibrennoù boued, ar protein hag ar vitamin B5. Vitamin B1, houarn hag oligo-elfennoù a gaver ivez, met dibaot eo ar glukid enno. 100 gramm koko Pempoull a ya d'ober 150 kalorienn[11]. Se zo kaoz e vez aliet d'an dud na zebront ket kig, ha d'ar re klañv gant an diabet.

Greun koko Pempoull.

Penaos fardañ koko Pempoull ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul legumaj fresk eo koko Pempoull. Ne zleont ket bezañ trempet evel ul legumaj sec'h eta. Buan e vezont poazhet, e-tro 40 munut en dour ha 30 munut er vurezh. Gant se ez eo ur meuz tener ha teuzus, sukret zoken, gantañ blaz ar bleunioù hag ar frouezh sec'h[12]. Evit ma ne vefe ket bleudek eo gwelloc'h lakaat holen en dour, 10 munut a-raok ma vefe poazh ar fav, evit ma ne darzhfent ket[13].

Gant petra servijout koko Pempoull ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez servijet koko Pempoull asambles gant kregin pe pesked, tomatez pe skilbebr, charkuterezh pe silzig[14]. Gallout a reont bezañ fardet, da skouer, asambles gant moru en toupi, en ur c'hreien tomatez, pe c'hoazh en ur saladenn glouar (neuze eo dav lakaat anezho da baouez en dour, ur wech poazh)[15]. Posupl eo fardañ un dibenn-pred ganto memes : le coco aux fraises[16].

Kenvreuriezh koko Pempoull

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit reiñ brud da goko Pempoull e voe krouet ur genvreuriezh e 2000. Dilhad limestra ha melen a vez gwisket gant hec'h izili, hag un tog plouz war o fenn. La Fête du Coco a vez aozet ganti bep daou vloaz e miz Eost en ur gumun ma vez gounezet koko. Kemer a ra perzh e gouelioù all, e Breizh hag e Frañs, ma laka ar festivalerien da dañva koko Pempoull ha da c'houzout hiroc'h warno. Tud brudet pe vrudetoc'h zo bet degemeret er genvreuriezh, evel da skouer ar melldroader Coco Michel, ar ganerien Hugues Aufray ha Dan ar Braz, ar skrivagner Erik Orsenna, hag ar sonerien Yann Tiersen ha Matmatah.

Sellout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn Kenvreuriezh koko Pempoull

  1. INAO (26/04/2016). Cahier des charges de l’appellation d’origine protégée « Coco de Paimpol » (PDF). Kavet : 18/08/2022.
  2. Le Républicain Lorrain, « Un drôle de coco ! » [archive], d'an 8 a viz Kerzu 2013
  3. Décret du 9 février 1998 relatif à l'appellation d'origine contrôlée « Coco de Paimpol ». Kavet : 2022-08-18.
  4. Coco de Paimpol - Appellation d’origine protégée (AOP) sur eAmbrosia (11/11/1998). Kavet : 2022-08-18.
  5. Le coco de Paimpol AOP | Légumes Prince de Bretagne
    (fr)
    . Kavet : 2022-08-18.
  6. Cahier des charges de l’appellation d’origine protégée « Coco de Paimpol » homologué par l' arrêté du 6 avril 2016 publié au JORF du 16 avril 2016 (avril 2016)..
  7. Ouest-France, Pourquoi les producteurs du Coco de Paimpol sont inquiets, d'ar 4 a viz Meurzh 2023.
  8. https://www.ouest-france.fr/bretagne/camlez-22450/cotes-d-armor-le-coco-de-paimpol-desormais-pret-a-cuisiner-6998822
  9. Décret du 9 février 1998 relatif à l'appellation d'origine contrôlée « Coco de Paimpol ». Kavet : 2022-08-18.
  10. Le smic horaire pour plumer les Cocos de Paimpol
    (fr-FR)
    . Kavet : 2022-08-18.
  11. 'Coco de Paimpol AOP Prince de Bretagne : calories et informations nutritionnelles' (mai 2018). Kavet : 28 février 2019..
  12. 'Publication d'une demande d'enregistrement au sens de l'article 6, paragraphe 2, du règlement (CEE) no2081/92 relatif à la protection des appellations d'origine et des indications géographiques' (novembre 2006). Kavet : 28 février 2019..
  13. Le coco de Paimpol AOP | Légumes Prince de Bretagne
    (fr)
    . Kavet : 2022-08-18.
  14. Le coco de Paimpol AOP | Légumes Prince de Bretagne
    (fr)
    . Kavet : 2022-08-18.
  15. 'Gratin de coco de Paimpol'. Kavet : 20 août 2010..
  16. Cocos de paimpol : nos délicieuses recettes de cocos de paimpol. Kavet : 2021-06-18.